Pál Schmitt[1] zo ur politikour eus Hungaria. Ganet eo bet d'an 13 a viz Mae 1942 e Budapest. Prezidant republik Hungaria eo bet etre ar 6 a viz Eost 2010 hag an 2 a viz Ebrel 2012.

Pál Schmitt (2011)

Anavezet eo bet Pál Schmitt, da gentañ, evel iskrimour. Medalennoù aour en doa bet e C'hoarioù Olimpek Mec'hiko e 1968 hag e re München e 1972, e rummad ar c'hleze. E 2004 e voe dilennet da gannad e Parlamant Europa, en anv ar strollad Fidesz. E 2009 e voe dilennet e parlamant Hungaria ha d'ar 14 a viz Mae 2010 e oa deuet da vezañ prezidant ar parlamant-se.

D'an 29 a viz Mezheven 2010 e oa bet dilennet Pál Schmitt da brezidant republik Hungaria, a-enep ar sokialour András Balogh. Deuet e oa da vezañ prezidant ent-ofisiel d'ar 6 a viz Eost. D'an 2 a viz Ebrel 2012 en deus roet da c'houzout dirak ar Parlamant e roe e zilez eus e garg, war-lerc'h ma vije bet tamallet dezhañ bezañ skridpreizhet e labour skol-veur.

Notennoù

kemmañ
  1. Schmitt Pál en hungareg, rak er yezh-se e veneger an anv-familh a-raok an anv-bihan
  NODES
Note 2