Pandaros (Πάνδαρος e henc'hresianeg), mab da Lykaon, a oa ur gwareger eus Troia, e brezel Troia, meneget en Ilias.

Pandaros, e-kreiz, gant Cressida, skeudenn gant Thomas Kirk.

En Ilias

kemmañ

En oberenn Homeros eo ur brezelour kadarn. Gloazañ a eure Menelaos gant ur saezh, en eil levrenn. Er pedervet levrenn e oa o kas karr Aineias, ha gloazañ a eure Diomedes met tapout a reas un taol goaf digantañ, ha lazhet e voe.

Diwezhatoc'h

kemmañ

Er Grennamzer e weler krouiñ ur Pandaros disheñvel diouzh hini Homeros.

Er Roman de Troie gant Benoît de Sainte-Maure en XIIvet kantved, en Il Filostrato ar barzh Boccaccio (XIVvet kantved), pe e Troilus and Criseyde (1370) gant Geoffrey Chaucer, e weler Pandaros o vont da jubenn etre e nizez Cressida hag ar priñs Troilus, mab da Priam, ha breur da Paris ha Hektor.

Er pezh-c'hoari Troilus and Cressida, gant Shakespeare e 1609, eo un den kozh aonik.

  NODES
HOME 2
Note 1
os 11