Paotr e varv glas zo ur gontadenn vrezhonek, troet diwar kontadenn Charles Perrault en dastumad gallek Les Contes de ma Mère l'Oye (1697), hag al levr kentañ embannet gant Al Liamm er rummad Levrioù ar vugale er bloavezhioù 1950[1].

Paotr e varv glas gant e wreg hag an alc'hwez hud hervez Gustave Doré
Lazhadenn Paotr e varv glas, hervez Walter Crane

An anv er yezhoù all

kemmañ
  • Blaubart en alamaneg
  • Barbablava e katalaneg
  • Barbe Bleue e galleg
  • Blue Beard e saozneg

Orin ar vojenn

kemmañ

Klasket ez eus bet kavout orin ar gontadenn en istor ar roue brezhon Konomor hag e bried dougerez Trifina, dibennet gantañ. Lod all a wel an orin en istor Jili Raez.

An istor

kemmañ

Ur wreg ranell a deu da c'houzout ar wirionez diwar-benn he fried: ur muntrer gwragez a zo anezhañ.

Dibarded Perrault

kemmañ

E kontadenn Perrault eo ez eus anv eus ar bomm: Anna, ma c'hoar Anna, daoust ha ne welez netra ebet o tont?

Doareoù all

kemmañ

Meur a zoare all zo d'ar gontadenn, hag unan zo ivez gant ar vreudeur Grimm, anvet Der Räuberbräutigam.

Lennegezh vrezhonek

kemmañ
  • Ar gontadenn Ar plac'h hag an naer ganet war un hevelep tro gant ur wreg, gant Fañch an Uhel, a denn al lodenn diwezhañ anezhi da gontadenn Paotr e varv glas[2].
  • Eun dezrevelladur eus ar gontadenn-mañ eo ar gontadenn Ar barv bleuñv (Ar Baro Bleu) gant Kristof Jezegou, moulet er gelaouenn Ar Vro e gouere hag eost 1906.
  • Ur pezh-c'hoari brezhonek zo bet savet gant Roparz Hemon diwar ar gontadenn, anvet An Intañvez Barv Glas, embannet e 1965, ha c'hoariet e 1966 e KEAV.

Oberennoù all

kemmañ

Lennegezh

kemmañ

C'hoariganoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Paotr e varv glas hervez Perrault, embannet gant Al Liamm, hep bloaziad ([1954]?), skrivet war ar bruderezh «Evit ar wech kentañ e brezhoneg».
  2. E Kontadennoù ar Bobl, levrenn gentañ, Al Liamm, 1984. Kontet gant Anna al Levrienn, matezh a barrouz Prad, e 1871.
  NODES
chat 1
Note 3