Parisina Malatesta a veze graet eus Laura Malatesta[1], (1404-Ferrara, 21 a viz Mae 1425), a oa merc'h da Andrea Malatesta, aotrou Cesena[2], ha d'e eil pried Lucrezia Ordelaffi[3]. Parisina a oa nevez-c'hanet pa voe kontammet he mamm gant he zad Cecco Ordelaffi[3] ha kreskiñ a reas e lez he eontr Carlo Malatesta e Rimini[2].

Aotrounez Rimini

(1239-1330)

Tiegezh Malatesta

Malatesta (1239-1312)
Mibien
Malatestino (1312-1317)
Mibien
Pandolfo I (1317-1326)
Mibien
Ferrantino (1326-1330)
Parisina Malatesta

Dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas pa oa 10 vloaz e Ravenna e 1414, da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, intañv abaoe meur a vloaz goude marv e wreg kentañ, Gigliola da Carrara.
Degouezhout a reas e Ferrara a-greiz ma oa ar vosenn oc'h ober he reuz[4]. O chom edo e tour ar Rigobello, dindan al levraoueg, hag ober a reas war-dro adkempenn he lojeriz[4]. O chom e voe Parisina ivez en Delizia di Consandolo, savet gant Nicholò[5].

E 1424[6] e reas ur veaj da vont da welout he zud. Ambrouget e oa, hervez c'hoant an dug, gant Ugo d'Este, mab da Nicholò, hag e serc'h Stella de 'Tolomei. Degouezhet e Ravenna e c'hallas an daou yaouank ober gwelloc'h anaoudegezh an eil gant egile ha mont pelloc'h en o darempred. Kenderc'hel a rejont d'en em welout e kuzh goude an distro da Ferrara: en em gavout a raent en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana[4].

Hervez testenioù all e oa aet, da dec'hel rak ar vosenn a rae he reuz e 1423, da repuiñ da kastell Fossadalbero gant he mab-kaer hag eno e krogas o darempred[3].

Ur vatezh karget d'o eveshaat a roas da c'houzout d'an ozhac'h. Hennezh a heulias an daou bichon, a ziskoachas anezho en o neizh,[3] hag a graouias anezho e kelligoù ar c'hastell, hag enne e voent dibennet o-daou.

Bugale

kemmañ

Tri bugel he doe gant he fried, div verc'h gevell hag ur mab[6]:

Orgediñ a reas ouzh Ugo d'Este, mab bastard he fried, tapet e voe, bac'het ha dibennet.

Arzoù ha lennegezh

kemmañ

Awenet ez eus bet meur a arzour gant an istor skrijus :

Notennoù

kemmañ
  NODES
Note 3