Pelayo Asturiez (astureg : Pelayu Asturies ; Pelagius e latin ; Don Pelayo ha lesanvet Pelayo el Conquistador e spagnoleg), bet ganet e dibenn ar VIIvet kantved, marvet e Cangues d'Onís e 737, a voe kentañ roue Asturiez eus 718 betek e varv. Stourm a reas ouzh an alouberien vuzulmat, ar pezh a voe deroù ar Reconquista.

Pelayo Asturiez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Asturiez, Rouantelezh Galiza Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPelagius Kemmañ
Anv ganedigezhPelagius Kemmañ
Anv-bihanPelayo Kemmañ
Titl noblañsprinceps, monark Kemmañ
Deiziad ganedigezh685 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv737 Kemmañ
Lec'h ar marvCangas de Onís Kemmañ
Lec'h douaridigezhTomb of Pelayo I of Asturias, Santa Cueva de Covadonga Kemmañ
TadFavila Kemmañ
Mammtalvoud dianav Kemmañ
Breur pe c'hoarAnonyma Kemmañ
PriedGaudiosa Kemmañ
BugelFavila Asturiez, Ermesinda Kemmañ
FamilhAstur-Leonese dynasty Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetVulgar Latin Kemmañ
Micherbrezelour, brientin Kemmañ
KargMonarch of the Kingdom of Asturias, monarch of Galicia Kemmañ
RelijionNicene Christianity Kemmañ
BrezelBattle of Covadonga Kemmañ
Ur pennad Pelayo zo ivez.
Pelayo, kentañ roue Asturiez

Diasur eo orin Pelayo : hervez ar skridoù koshañ e oa ur Got anezhañ, ha hervez studioù nevesoc'h e oa Pelayo ur penn astur, da lavarout eo ur C'helt.

  • Pelayo Wizigot

E Continuatio Hispana, un dornskrid latin savet e 754 – 17 vloaz hepken goude marv ar roue — gant ur c'hristen dindan beli an Arabed, e oa Pelayo kar d'ar roue wizigot Rodrigo (𐌷𐍂𐍉𐌸𐌰𐍂𐌴𐌹𐌺𐍃 / Hroþareiks) hag a renas e-pad daou vloaz war Wizigoted Spagn (710-11).
Mab Favila, dug (dux) Gallaecia er rouantelezh wizigot e oa Rodrigo ; gant ur vaouez all e voe Favila tad da Belayo ivez, ar pezh a lakafe roue Asturiez da Wizigot a-berzh tad da nebeutañ[1].

En dornskrid Crónica Albeldense, bet skrivet e 881 dindan ren Alfonso III Asturiez[2] e oa Pelayo un uheliad [got[3] Kement-se avat zo bet distroadet gant studioù nevesoc'h, ma tastumer e oa Pelayo ur penn astur ha ma arguzer e voe skrivet Crónica Albeldense 150 vloaz goude marv ar roue.

E Chronica Adefonsi tertii regis ("Kronikoù ar roue Alfonso III"), bet aozet e deroù an Xvet kantved diwar gourc'hemenn ar roue evit diskouez ne voe torr ebet etre ar rouantelezh wizigot hag ar rouantelezh astur, emañ lakaet Pelayo da vab Favila ivez[4].

  • Pelayo da Gelt

Hiziv an deiz ec'h eus kenemglev etre an darn vrasañ eus an istorourien evit lakaat Pelayo da Astur ha n'eo ket da Wizigot, diwar an arguzennoù amañ da-heul.

  1. An anv Pelayo n'eo ket germanek ; latin eo, diwar pĕlăgĭus "eus ar cheinvor", "moraer", deveret diouzh an henc'hresianeg πελάγιος pelágios heñvelster. Boutin e oa an anv e gwalarn Hispania.
  2. E-maez ar c'hronikoù meneget a-us, an dielloù a laka Pelayo da berc'henn a-gozh war domanioù en Asturiez, ar pezh na glot ket gant stad ur Wizigot deuet nevez a oa eus Toledo.
  3. E testamant ar roue Alfonso II Asturiez, Testamentum Ecclesiae Sancti Salvatoris (812) emañ Pelayo lakaet da roue ar gristenien en Hispania aloubet gant an Arabed, ha roue an Astured.
  4. E testamant Alfonso III (869) emañ Pelayo liammet ouzh tiriad kreñvlec'h Fozana, bet savet er VIvet kantved.
  5. En dielloù kronologel e vez graet princeps Asturorum regnum "penn rouantelezh Asturiez" eus Pelayo, neket rex Gothorum regnum Asturae "roue ar Wizigoted e rouantelezh Asturiez".
  6. Ar c'hronikoù arabek a laka Pelayo da Astur ha neket da Wizigot, evel m'en diskouez e anv Belai al Roumi, "Pelayo ar Roman". Ar c'hroniker Ibn Khaldun (13321406) a skriv ez eo "roueed Asturiez a orin eus Galiza, ha diwir eo lavarout e tiskennont eus Wizigoted rak kollet eo bet Asturies gant ar re-se" ; ar c'hroniker Ahmed Mohamed al-Maqqari (15781632) a laka Pelayo da zifidel bet ganet en Asturiez.
  7. E bodadeg (concilium) Monte Auseva[5] e 718, emsaverien astur a zilennas ur penn milourel da stourm enep ar Wizigoted alouber, ar pezh verkas orin an asturorum regnum, rouantelezh Asturiez. Ne voe ket meneget kement-se gwall alies en dielloù wizigot, met an istorourien a-vremañ a laka Pelayo da anv ar penn milourel-se hag a gasas an emsav enep ar roue wizigot Wamba adalek ar bloaz 680. Kement-se zo kadarnaet gant ar c'hronikoù astur Astores et Uascones crebo reuelantes plures vices edomuit et suo imperio subiugauit.
  8. Stag eo Pelayo ouzh ar sevenadur rakroman ; beziet e voe en Abamia e-kichen Cangues d'Onís, ul lec'h meurvaenek, hag e vab Favila a voe beziet e liac'hven Santa Cruz[6]. Kement-se a ziskouez lidoù keltiek hengounel ar pennoù astur, a zo disheñvel penn-da-penn diouzh re ar Wizigoted.
  9. Hervez reolennoù keltiek e veze treuzkaset ar galloud roueel a remziad da remziad, da lavarout eo dre ur framm mammveliel, ar pezh na c'helle ket bezañ e sevenadur ar Wizigoted. Ar vamm a dreuzkase gwirioù hêrezhel d'he fried, evel a c'hoarvezas gant Alfonso Iañ, a savas war an tron e 739 a-drugarez d'e bried Ermesinda, merc'h Pelayo, ha gant Silo e 774 a-drugarez da Adosinda, merc'h-vihan Pelayo. Ne voe kemmet ar reolenn vammveliel nemet goude an toueller Nepociano ; adalek Ramiro Iañ Asturiez e voe treuzkaset ar galloud dre ar wazed.

Reconquista Xixón

kemmañ
 
Ar roue Pelayo e Cuadonga
Luis de Madrazo, 1855

Goude donedigezh ar jeneral Musa ibn Nusair (c. 640c. 716) en Asturiez e 714 e voe staliet ur gwarnizon arab e Xixón renet gant ar gouarnour Munuza evit merañ gwalarn al ledenez iberek ha flastrañ pep enebiezh lec'hel. Gant tiegezhioù uhelañ ar vro, hini Pelayo en o zouez, e voe kaset gouestlidi da Górdoba da gadarnaat ar godianidigezh. Tri bloaz goude, e 717 e tistroas Pelayo da Asturiez ; e Monte Auseva e voe dilennet da benn ar vro[7].
E 722, Munuza a gasas un unvezh soudarded eus Xixón da dapout Pelayo hag an emsaverien er menezioù ; flastret e voe an alouberien en Emgann Cuadonga e miz Mae 722. Tec'hel a rejont gant aon na zeuje tud Xixón da greñvaat ar stourm outo. Goude bezañ dilezet kêr e klaskas Munuza hag e heulierien tec'hel war-du León dre ar menezioù, hogen armead Pelayo o zapas hag o faezhas arre en Olalíes (e kumun Santo Adriano, er mervent da Uviéu) ; eno e voe lazhet Munuza gant Pelayo e-unan, hervez lod kronikoù. Digudenn neuze e voe kemeret Xixón gant Pelayo. Kalz kristenien a emezelas e lu Pelayo pa redas brud e drec'h en tiriadoù dalc'het gant an Arabed.

  • Hervez kronikoù all e teuas Munuza a-benn da dec'hel kuit ; lakaet e voe e penn un armead Berbered war harzoù meneziek al ledenez iberek, e Pireneoù ar Reter.

Kresk tiriad ar rouantelezh

kemmañ

Petra bennak ma oa Xixón brasañ kêr Asturiez dindan beli an Arabed ez eo Cangues d'Onís a voe dibabet gant Pelayo da gêr-benn, abalamour m'emañ er menezioù : aesoc'h e vije derc'hel penn d'un aceifa, un dagadenn a-berzh an Arabed en hañv[8].
Pa voe staliet mat ar rouantelezh avat, degadoù a vloavezhioù diwezhatoc'h, ar roue Silo a lakaas ar gêr-benn e Pravia ; en Uviéu e voe diwezhatoc'h c'hoazh, kent bezañ ker-benn ar Briñselezh ha hini ar gumuniezh emren.

Hervez an dornskrid Crónica Albeldense (881) e oa ar rouantelezh kentañ e kalon Asturiez a-vremañ, etre Xixón ha Cuadonga. Dre lonkañ kontelezhioù amezek, warlerc'hidi Pelayo a zeuas a-benn da astenn tiriad ar rouantelezh betek Galiza er Gornaoueg ha Bizkaia ; naturel evel-just e chomas harzoù an Norzh – ar Meurvor Atlantel, ha re ar Su : Aradennad Kantabria.

Eured ha bugale

kemmañ

Hervez an hengoun e oa dimezet Pelayo d'ur briñsez anvet Gaudiosa (695 ? - 737 ?), met n'eus testeni istorel solius da gement-se.
Daou vugel a voe ganet :

 
Bez Pelayo

En e lez e Cangues d'Onís e varvas ar roue Pelayo e 737. Beziet e voe en iliz Santa Eulalia en Abamia, m'edo bez e wreg Gaudiosa ; goullo eo an daou vez hiziv : hervez ar c'hroniker spagnol Ambrosio de Morales (15131591), ar roue Alfonso X Kastilha ha León a lakaas kas ar relegoù da Vougev Santel Cuadonga.[9] Eno emañ enskrivet war bez Pelayo ha Gaudiosa :

"AQVI YACE EL SEÑOR REY DON PELAIO, ELLETO EL AÑO DE 716 QUE EN ESTA MILAGROSA CUEBA COMENZO LA RESTAVRACION DE ESPAÑA BENCIDOS LOS MOROS; FALLECIO AÑO 737 Y ACOMPAÑA SS M/gEr Y ErMANA"
Amañ emañ er gourvez an aotrou roue Pelayo, dilennet er bloaz 716 hag a grogas er vougev vurzhudus-mañ adsividigezh Spagn (dre) faezhañ ar Vaoured ; mervel a reas er bloaz 737 hag emañ gant e wreg hag e c'hoar

Kalzik istorourien avat o deus lakaey mar war treuzkasadenn relegoù Pelayo hag e wreg da Guadonga.[9]

Levrlennadur

kemmañ
  • (es) Barrau-Dihujo, Lucien : Historia politica del reino asturiano (718-910), Gran Enciclopedia Asturiana Silverio Cañada, 1988 (ISBN 978-84-7286-273-9)
  • (es) Manzano, Eduardo : Épocas medievales, Crítica, 2015 (ISBN 978-84-9892-808-2)
  • (es) Valle Poo, Francisco : El solar de un Viejo Reino (Cangas de Onís-Covadonga-Picos de Europa), Nobel, 2000 (ISBN 978-84-9892-808-2)

Notennoù

kemmañ
  1. (la) (es) Cronica mozarabe de 754 o continiatio isidoriana hispana, Centro Estudio San Isidoro, 2010 (ISBN 978-84-92708-03-1)
  2. * c. 852 – † 910 ; ren : 866-910.
  3. (la) « XV. ITEM ORDO GOTORUM OBETENSIUM REGUM – 1. Primum in Asturias Pelagius rg. in Canicas an. XVIIII. Iste, ut supra diximus, a Uittizzanc rege de Toleto expulsus Asturias ingressus.  ». Kavet : 22/10/2019.
  4. (la) (fr) 'Cronica ad Sebastianum, § 8. Kavet : 23/10/2019.
  5. E rann astur an arridennad menezioù anvet Picos de Europa, etre Cangues d'Onís ha Cuadonga.
  6. (es) 'Dolmen de Santa Cruz'. Kavet : 23/10/2019.
  7. (es) Fernández Conde, Francisco Javier: Las raíces de la Reconquista — Covadonga en Historia de Asturias, levrenn 2, Editorial Prensa Asturiana, 1990 (ISBN 978-84-404-8568-7)
  8. Aceifa : aloubadenn vilourel a oa boas an Arabed d'ober en hañv en tiriadoù kristen. Eus an arabeg spagnat as-ṣáyfa, diwar an arabeg klasel as-ṣā'ifah, "eost", "ergerzhadeg en hañv". Gwelit 'Diccionario de la lengua española / aceifa. Kavet : 23/10/2019.
  9. 9,0 ha9,1 (es) Arco y Garaz, Ricardo del (1954) : Sepulcros de la Casa Real de Castilla (ASIN B0018JPLKQ)
  NODES
Note 3