Pierre Désiré de Goësbriand
skrivagner brezhonek
Pierre Désiré de Goësbriand (1784-1853) a oa saver gwerzioù brezhonek e penn-kentañ an XIXvet kantved ha maer Lannurvan, e barrez c'henidik.
E vuhez
kemmañGanet e oa e Lannurvan d'ar 24 a viz Gouhere 1784, mab da Henri de Goësbriand, markiz, ha da Emilie de Kerjean. War-lerc'h diskar an diktatour Napoleone Buonaparte e voe anvet da vaer e Lannurvan e 1818, ha da varner a beoc'h e Daoulaz. Mervel a reas e Lannurvan d'ar 5 a viz Mezheven 1853.
Kar e oa da Louis de Goesbriand, ganet e Lannurvan ivez.
E skridoù
kemmañGer gallek ebet ne gaver en e varzhonegoù, eme Lukian Raoul[1].
Troet e oa da zifenn kostezenn ar roue en e werzioù.
Brudet eo ar gwerzennoù-mañ diwar e zorn :
|
|
Levrioù embannet
kemmañ- Abrege eus a gaptivite ag eus a varo Louis C'huezec roue ar Frañs, Marie-Antoinette e bried ageus ar Memprou all dimeus o famill pere zo bet merzeriet e-pad ar Revolution, Brest, 1818.
- Gwerz emgann an Tregont a Vretonet a enep Tregont Saux, laqueet e rimou brezoned, Montroulez, 1837 hag a c'heller gwelet enlinenn e-barzh la bibliothèque numérique de l'Université Rennes 2
- Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons, Montroulez, 1836.
- Fablenbrezhoneg. La Découvrance.1997. Levr 1836 "lakaet e brezhoneg modern".
Gwerzioù distag
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 115-b (ISBN 978-2-7368-0034-5)
- ↑ (fr) (br) Chansons en breton sur feuilles volantes