Plastik pe danvez plastik a zo un danvez hag a c'haller cheñch e stumm, ha setu perak e c'haller ober a bep seurt traoù gant plastik. Meur a seurt plastik a zo. Ne c'haller stummoù reoù 'zo nemet pa vezont nevez-c'hraet, ha dont a reont da vezañ kalet war-lerc'h. Reoù all a c'haller cheñch o stumm dre o zommañ pe dre o zeuziñ.

Traoù plastik.

An darn vrasañ eus ar plastikoù a zo ijinet ha graet gant an dud, ha ne vezont ket kavet en natur. Alies e vezont graet diwar eoul-douar. Gwall luziet eo an ober plastik. An darn vrasañ eus an danvezioù a vez graet “plastik” anezho a zo polimeroù. Ar polimeroù a zo chadennadoù hir a atomoù liammet an eil ouzh egile.

Gant Alexander Parkes (1813-1890), ur Saoz, e oa bet ijinet ar plastik kentañ e 1855.

Ne vrein ket ar plastik ha berniañ a ra en natur. Pa vez devet e c'hall moged toksik dont dioutañ, ha pa ne vez ket adaozet e teu da vezañ lastez.

Plastikoù anavezet mat

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1