Ur poltreder stumm (eus ar saozneg compact camera), a zo ur benveg poltriji bihan ha skañv, peurliesañ e vez emgefreek pep tra enno, bizet e vez ganto dre ur bizer bihan pe dre ur skramm gant strinkennoù liñvel. Graet eo dreist-holl evit an dud a glask ur benveg eeun hag aes da implij, hep mont re war dachenn an teknik (Digoradur, amzer poziñ, ISO).

Kavet e vez un nemedenn eus tu ar potreder stumm arc'hantel : ar poltreder prest da skeudenniñ (ur wech echu ar film e-barzh, ne c'heller ket adimplijout ar voest).

E penn kentañ 2008 e kaver poltrederioù niverel gant ur paker, dezhañ etre 4 ha 12 milion a biksel, ur zoom optek etre 3 ha 4 d'an aliesañ ha betek 10 d'ar muiañ. Tu 'zo gant darn eus ar poltrederioù niverel-se ober filmoù bihan gant pe hep ar son hervez ar poltreder. Kavout a raer ivez fonksionoù ouzhpenn war poltrederioù stumm a renk uhel evel ar Wi-Fi...

  NODES
Note 1