Porched:Revelezh (LGBT)
[aozañ]
Porched ar revelezh
Degemer mat e-barzh porched Revelezh Wikipedia brezhonek !
Er porched-mañ e kavot pennadoù a-zivout ar revelezh denel dre vras ha temoù LGBT ez-resis.
[aozañ]
Tuadurioù hag identelezh
- Arallrevelezh
- Divrevelezh
- Gae
- Kizrevelezh
- Heñvelrevelezh
- Hollreizhelezh
- Hollrevelezh
- Lesbianelezh
- LGBT
- Treuzrevelezh
Teorienn Queer
[aozañ]
Kudennoù termenadurezh
Reizh pe rev
Sellit ouzh ar pennañ-mañ Ret eo ober un difor'ch etre ar reizh hag ar rev evit kaozeal en un doare resis ha skiantel diwar-benn ar revelezh denel:
- Reizh: ur fed biologel o tennañ d'an organoù genel dresit-holl pa vez ganet unan bennak
- Rev: an efedoù sokial ma ren an dud hervez o reizh c'henel
Heñvelreizh- pe Heñvelrev-
- Heñvelrevelezh: ur stad-den pe un identelezh;
- Heñvelreizhouriezh: ez-resis o tennañ d'un emdalc'h reizhel.
- Gae: un termen kalz ledanoc'h hag a dalvez kement evit r c'ghoured hag evit ar maouezed hag ken evit an dud dreuzrevel ha kizrevel (sellit ivez ouzh: LGBT)
-ouriezh, -egezh pe -elezh
- -elezh: stadoù-den revel pe personel, kentoc'h evit:
- -ouriezh: gerioù a denn pe d'ar c'hredennoù politikel pe brederouriel, d.s. komunouriezh;
- -egezh: gerioù a denn d'ar relijionoù, d.s. hindouegezh;
Tuadur pe identelezh
* Tuadur reizhel: tennañ a ra d'an dud ma telc'her darempredoù reizhel gante. Peuliesañ e klot ggant ar revelezh, met n'eus dre ret liamm eeun ebet kenetreze
* Stadoù-den ("identelezhioù") revel: tennañ a reont d'an doareoù ma vez dibabet gant hini pe hini en em anaout pe en em deskrivañ hervez e/he revelezh. Peurliesañ e vez great an diforc'h etre teir revelezh pennañ diazezet gant rev an dud m'en en sant an neb sachet war e du (d.l.e. arallrevelezh, divrevelezh hag heñvelrevelezh). Stadoù-den all ez eus, avat, ha n'o deus netra da welet gant an tuadur reizhel pe c'hoazh a savont a-enep d'an doare ma vez rannet ar revelezh gant ar gevredigezh hervez ar reizh hag ar darempredoù reizhel, d.s. an dreuzrevelezh, an hollrevelezh pe ar gizrevelezh.
[aozañ]
Arouezioù
LORC'H GAE | |
---|---|
Un tric'horn roz a verke an heñvelrevidi e kampoù-bac'h an nazied • Betek ar bloavezhioù 1970 e veze implijet al lizherenn c'hresianek lambda evel arouez an heñvelrevelezh • Ar banniel kanevedenn, banniel al lorc'h gae | |
DIVREVELEZH | |
Banniel an divrevelezh • Banniel pride an divrevelezh | |
ARALLREVELEZH | |
Kinniget ez eus bet ur banniel gwenn ha du evit aroueziañ an arallrevelezh | |
LESBIANELEZH | |
Un tric'horn du a verke al lesbianelezh e kampoù-bac'h an nazied • Ar vouc'hal zaoubennek eo arouez al lesbianelezh • Banniel al lesbianelezh | |
TREUZJENEREZH | |
Ur valafenn eo arouez an dreuzjenerezh • Ar valafenn war un arouez all • Banniel an dreuzjenerezh |
Porched ar porchedoù | Porchedoù a vank Pere eo ar porchedoù ha penaos sevel unan ? | ||||
Arzoù | Douaroniezh | Jedoniezh | Kevredigezh | Skiantoù | Teknologiezh |
16 Kerzu 2007 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad mat". |