Port Louis (Porlwi e kreoleg Maoris) eo kêr-benn republik Moris, er Meurvor Indez. Kêr ha porzh brasañ ar vro an hini eo ivez. Ur c'hêr industriel ha touristel eo war un dro, ha deuet eo da vezañ ivez brasañ plas arc'hantel Afrika issahariat asambles gant Johannesburg.

Port Louis gwelet diwar nij.

Glad savadurioù ar c'hêr zo ur skeudenn eus he istor trevadennel pinvidik. Bez eus tiez trevadennel gall eus an XVIIIvet kantved (en o zouez Ti ar Gouarnour), moskeenn Jummah, Iliz-veur saoz Saint James, an templ indian tamil, C'hoariva Port Louis, tachenn ar redadegoù "Champ de Mars" hag ar bagodenn sinaat.

Caudan Waterfront eo marina nevez Port Louis, ul lec'h touristel eo lec'h ma kaver kalz stalioù, pretioù, letioù hag ur greizenn arz.

Busoù he deus ar c'hêr, hag ur "metro skañv" hag a ya betek Curepipe, eil kêr ar vro e 15 km alese, abaoe 2019. An aerborzh etrebroadel Sir Seewoosagur Ramgoolam emañ e 48 km eus ar gêr-benn. Div c'har ar c'hirri-boutin he deus ivez.

Istor anv kêr

kemmañ

Anvet e voe Noordwester Haven da gentañ gant an Hollandiz, da lavaret eo Porzh ar Gwalarn. Troet e voe e Port Nord-Ouest gant ar C'hallaoued goude. Port-Louis a voe roet d'ar c'hêr, marteze en enor d'ar roue gall Loeiz XV e 1721 pe 1722, pe marteze en enor da Porzh-Loeiz da vare ar gouarnour Mahé de la Bourdonnais e 1735. E-pad an Dispac'h gall e voe adanvet Port Nord-Ouest hag ivez Port de la Montagne evit ar porzh ha Ville de la Montagne evit kêr etre 1793 ha 1795. E miz Eost 1806, e-pad impalaeriezh Buonaparte, e voe anvet Port-Napoléon gant ar gouarnour Decaen, ha pa erruas ar Saozon e 1810 e voe roet endro he anv a Port Louis (hep barrennig).

 
Caudan Waterfront, marina nevez e kêr.

Poblañs

kemmañ

147 688 a dud a oa o chom eno e 2003, 149 194 hervez niveradeg 2015, ha 147 066 hervez niveradeg 2018.

Deskadurezh

kemmañ

Skolioù publik ha prevez a zo e Port Louis. Goproù ha frejoù zo ar skolioù prevez a zo paeet gant ar gouarnamant avat. Chom a ra d'ar gerent paeañ ar frejoù-skol, evit al levrioù hag an unwiskoù da skouer, met prestoù war gampi izel a vez kinniget dezho gant ar gouarnamant.

Ur skol-veur publik zo er vro : Skol-veur an Teknologiezhioù Moris, e distrig Port Louis. Skolioù prevez zo ivez e teknologiezhioù ar c'helaouiñ, ar management, ar gontouriezh hag ar glañvdiourezh.

Gevelliñ

kemmañ
Kêr Bro Banniel Abaoe
Sant-Maloù Breizh   1999
Kebek Kebek  
La Possession[1] La Réunion  
Doha Qatar  
Ahmedabad India  
Jaipur India  
Glasc'ho Skos  
Foshan Republik Pobl Sina  
Franceville Gabon  
Karachi Pakistan  
Erlangen Alamagn  

Tud ganet e Port-Louis

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 3
os 8