Prosezioù Nürnberg (alamaneg : die Nürnberger Prozesse) zo bet un heuliad prosezioù milourel dalc'het gant nerzhioù ar Gevredidi a-enep pennoù bras an Trede Reich a voe barnet evit bezañ bet prientet ha kroget an Eil Brezel-bed kement hag an Holokost ha torfedoù-brezel all.

Prosez Nürnberg
war crimes trial
Iskevrennad eustrial Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Lec'hPalace of Justice Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°27′16″N 11°2′54″E Kemmañ
Heuliet gantsubsequent Nuremberg trials Kemmañ
Deiziad kregiñ20 Du 1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ1 Her 1946 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://museen.nuernberg.de/memorium-nuernberger-prozesse/ Kemmañ
Full work available at URLhttps://archive.org/details/TheNurnbergTrial Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùNuremberg Charter Kemmañ
CourtInternational Military Tribunal Kemmañ
PlaintiffRobert H. Jackson, Roman Rudenko, Hartley Shawcross, François de Menthon, Auguste Champetier de Ribes Kemmañ
ChargeIrienn, war of aggression, torfed brezel, torfed a-enep Mab-Den Kemmañ
IstorNuremberg Trials bibliography Kemmañ
Map

E kêr Nürnberg, en Alamagn, e voe dalc'het ar prosezioù. An doareoù da gas ar prosez ha da varn a oa bet un troc'h e-keñver al lezennoù etrebroadel klasel hag al lezennoù etrebroadel a-vremañ.

An hini kentañ eus an heuliad prosezioù, an hini brudetañ ivez, "brasañ proseze n Istor", a voe renet gant Norman Birkett, unan eus barnerien ar Rouantelezh-Unanet. Bez' e oa bet prosez pennoù bras an Trede Reich a voe engouestlet en torfedoù-brezel gwashañ dirak al lez-varn milourel etrebroadel International Military Tribunal (IMT).

Dalc'het etre an 20 a viz Du 1945 hag ar 1añ a viz Here 1946, al lez-varn a oa bet kefridiet da varn 24 eus pennoù bras milourel hag armerzhel an Trede Reich. E gwirionez, Martin Bormann a voe barnet hep bezañ war al lec'h, ha Robert Ley a oa en em lazhet ur sizhun a-raok ma voe kroget gant ar prosez meur.

E-touez ar re varnet e vanke Adolf Hitler, Heinrich Himmler ha Joseph Goebbels, an holl re-se a oa en em lazhet er bloaz 1945, c'hwec'h miz a-raok deroù ar prosez. Reinhard Heydrich ne voe ket barnet dre ma oa bet lazhet e 1942.

  NODES
INTERN 2
Note 1