Quetzalcoatl (e nahouatleg klasel Quetzalcōātl /ket͡saɬˈkoːaːt͡ɬ/ (distagadur nahouatlek a vremañ ), er furm enorus : Quetzalcōātzin) zo un doue e sevenadur an Azteked hag unan eus enkorfadurioù an naer bluñvek, a oa unan eus an doueed pennañ en holl Vezoamerika. E nahouatleg e talvez e anv kement ha "Naer prizius" pe "Naer e bluñv ketzal"[1]. Er XVIIvet kantved, Ixtlilxóchitl, un diskennad da impalaerien an Azteked hag istorour an Nahouaed, a skrive : "Quetzalcoatl, a dalvez ger-ha-ger "Naer a bluñv prizius", er ster allegoriek avat e talvez "Furañ eus an dud".[2]. E kreiz Mec'hiko e oa anavezet er prantad goude-klasel dindan ar furm Ehecatl-Quetzalcóatl[3].

Quetzalcoatl, er c'hodex magliabechiano

Quetzalcoatl a oa unan eus an doueed pennañ e panteon an Azteked, war un dro gant Tlaloc, Tezcatlipoca ha Huitzilopochtli. Doue an heol, an avel, an aer, hag an anaoudegezh e oa evit an Azteked, ar re zo titouret ar gwellañ o c'hredennoù er mammennoù istorel. Doue ar blanedenn Gwener e oa ivez, hag hini ar sav-heol, ar varc'hadourien, an arzoù, hag an artizaned. Doue patrom ar veleien e oa ouzhpenn, hag hini an deskadurezh[4]. Daou zoue all, aroueziet ivez gant ar blanedenn Gwener, zo kevredet gant Quetzalcoatl : Tlaloc (doue ar glav), ha breur gevell Quetzalcoatl, Xolotl, heñcher an anaon, ur penn ki outañ. E mojennoù ar Vazateked, an doue steredour Tlahuizcalpantecuhtli, aroueziet ivez gant ar blanedenn Gwener, zo tost-kenañ da gQuetzalcoatl[5]

Dougen a ra en e gerc'henn ehēcacōzcatl, "petral an avel", pe "bravig troellennek an avel". Ur grogenn vras troc'het dre an hanter e oa an tilsam-se ha douget e veze evel un dro-c'houzoug gant ar veleien vras moarvat, rak kavet ez eus bet seurt traezoù er bezioù e lec'hiennoù arkeologel e pep lec'h e Mezoamerika[6]. Aroueziñ a rae hep mar tresoù gwelet er c'horventennoù, er c'horc'hwezhadoù poultrenn, er c'hregad, hag er poulldroennoù, nerzhioù dezho ur ster e mitologiezh an Azteked. Tresadennoù Codex a ziskouez Quetzalcoatl ha Xolotl gant pep a ehēcacōzcatl en-dro d'o gouzoug (Daveoù a vank).

E-touez al loened a aroueze Quetzalcoatl war a soñjer emañ ar c'hetzaled skedus, an naeron-ourouler (coatl a dalvez "naer" e Nahouatleg), ar brini, ha perokidi bras evel an araed. Dindan stumm Ehecatl, an avel, e vez skeudennet dindan stumm marmouzed kevnid, houidi, ha gant an avel e-unan[7]. Dindan stumm ar werelaouenn, Gwener, e vez taolennet evel un harpienn ferv[8].

Ar roud kentañ eus azeulerezh an naer bluñvek a gaver e Teotihuacan er c'hentañ kantved a-raok J.-K. pe goude J.-K.[9]. Da lâret eo e diwezh ar prantad rakklasel]] pe e deroù ar prantad klasel (400 kent J.-K. – 600 goude J.-K.) hervez ar gronologiezh vezoamerikan. Skignet e oa an azeulerezh-se e Mezoamerika a-bezh e [diwezh ar prantad klasel]] (600–900 goude J.-K.)[10]. Er prantad goude-klasel (900–1519 goude J.-K.) edo kalon azeulerezh an naer bluñvek e kreizenn relijius mec'hikan Cholula. Er prantad-se e ouzer e oa bet anvet an doue-se Quetzalcōhuātl gant e azeulerien nahouaat. E tolead ar Vayaed e oa kevatal tamm-pe-damm gant Kukulkan ha Gukumatz, anvioù a c'haller treiñ ivez tam-pe-damm gant "Naer bluñvek" e yezhoù mayaek disheñvel. Er prantad a heuilh aloubadeg an impalaeriezh aztek gant ar Spagnoled er Patrom:XVIvet kanved, e skridoù zo, e oa liammet Quetzalcoatl ouzh Ce Acatl Topiltzin, ur rener eus keoded mitek-hag-istorel Tollan. Breutaat a ra an istorourien da c'hoût betek peseurt poent e c'hall an danevelloù diwar-benn ar rener toltek mojennel-se deskrivañ darvoudoù istorel[11]. Ar mammennoù spagnolek abred skrivet gant kloer a zo goubezet da veskañ an doue-rener Quetzalcoatl en danevelloù-se gant Hernán Cortés pe Tomaz an abostol. Kement-se a laka ivez d'en em soñjal diwar-benn naoutur Quetzalcoatl[12].

Notennoù

kemmañ
  1. Ar gerioù nahouatlek implijet da sevel an anv "Quetzalcoatl" zo : quetzalli, a dalvez "pluñv", hag a vez impijet ivez da ober anv eus an evn —ar c'hetzal skedus— brudet evit e bluñv a liv, ha cohuātl "naer".
  2. Fernando de Alva Ixtlilxochitl, History of the Chichimeca Nation: Don Fernando de Alva Ixtlilxochitl's Seventeenth-Century Chronicle of Ancient Mexico, 2019.
  3. Mary Miller ha Karl Taube, The gods and Symbols of Ancient Mexico and the Maya, Thames & Hudson, 1993, p. 142
  4. Smith, 2003 p. 213
  5. [http://www.mexicolore.co.uk/aztecs/aztefacts/god-with-the-longest-name "The god with the longest name?", www.mexicolore.co.uk
  6. Stephan F. De Borhegyi, "The Wind God's Breastplate", Expedition, levrenn VIII-4, 1966 : "ar petral-se, arouez doue an avel, anvet an ehēcacōzcatl e nahouatleg ("bravig troellennek an avel") a veze graet o troc'hañ a-dreuz penn uhelañ ur grogenn vras, hag oc'h ober toulloù evit e lakaat a-istribilh ouzh ur gordenn. Hevelep petraloù kregad a veze lakaet e-pign ouzh delwennoù an doue e-unan pe douget gant ar veleien vras, dileuridi an doue-mañ war an Douar. Hervez mammennoù spagnol eus ar XVIvet kantved evel Fray Bernardino de Sahagun, [...] e veze miret an titl Quetzalcoatl d'ar veleien vras pe d'ar bontifed e-touez an Azteked hag annezidi all Mec'hiko. Ar re nemeto e oant a veze aotreet da zougen an ehēcacōzcatl, arouez an doue-se. Dibaot-kenañ eo an hevelep petraloù kregad-mor. E-mesk an nebeud re oa chomet war-lerc'h aloubadeg ar Spagnoled e oa distrujet ar pep brasañ gant menec'h re intampius. Un dornad hepken zo bet kavet gant arkeologourien".
  7. "Study the... WIND GOD", www.mexicolore.co.uk
  8. Carl de Borhegyi, "Evidence of Mushroom Worship in Mesoamerica", The Yucatan Times, 2014. Diellaouet eno (2014).
  9. "Teotihuacan: Introduction, Project Temple of Quetzalcoatl, Instituto Nacional de Antropología e Historia, Mexico/ ASU, 2001
  10. Ringle et al., 1998
  11. Nicholson 2001, Carrasco 1982, Gillespie 1989, Florescano 2002
  12. Lafaye 1987, Townsend 2003, Martínez 1980, Phelan 1970

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
HOME 1
Note 2
os 3