An RPK (eus ar rusianeg РПК, Ручной пулемёт Калашникова, romanekadur Ruchnoy Pulemyot Kalashnikova, brezhoneg "Mindrailherez Kalashnikov douget gant an daouarn"), lesanvet raloc'h hag en mod siek RPK-47, zo ur fuzuilh-vindrailher soviedat ijinet gant Mic'hail Kalachnikov e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Kambret eo evit kartouchennoù 7,62 × 39 mm.

Ruchnoy Pulemyot Kalachnikova


Fuzuilh-vindrailher RPK dezhi ur c'harger ront 75 kartouchenn
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher
Munisionoù 7,62 × 39 mm M43
Ijiner Mic'hail Kalachnikov
Mare ijinañ 1959-1961
Mare produiñ 1961-1978
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas (hep kartouchenn, gant he c'harger) 4,8 kg
Hirder 1.040 mm
Hirder ar c'hanol 590 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 100 ha 1.000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 745 m/s
Lusk-tennañ teorikel 600 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 30 pe 40 kartouchenn, karger fiñv ront 75 kartouchenn
Adstummoù RPK, RPKS, RPK-74, RPKS-74, RPK-74M
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Istor ha deskrivadur

kemmañ

Savet e oa bet an RPK er memes koulz hag ar fuzuilhoù-arsailh AKM. Pal an ijinourien soviedat hag an Arme Ruz a oa ijinañ un arm marc'hadmat, skañvoc'h evit an RPD, ha simplaat pourvezañ ar soudarded. Evit en ober e voe ouzhpennet ur c'hanol hiroc'h (590 mm e-lec'h 415 mm) hag un daoubez d'an AKM, ar pezh a zegase un tizh o vont e-maez V0 uheloc'h (732 m/s e-lec'h 715) ha tennoù resisoc'h. Abalamour e oa ur fuzuilh-arsailh kemmet, ne oa ket posubl cheñch he c'hanol aes, ha tonket e oa da dommañ betek re he c'hanol pa veze tennet gant tennadegoù hir[1]. An RPK a vez implijet hiziv-an-deiz c'hoazh gant nerzhioù lu bet soviedat ha lod eus broioù Afrika pe Azia. Savet e vez c'hoazh en un nebeud broioù evel Bulgaria, Hungaria, Roumania, ha Serbia.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 265
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan  
  NODES
Note 1