Rastell
Ur pennad Rastell (stered) zo ivez.
Ur rastell (diwar ar ger latin rastellum) zo ur benveg dantek da zastum ha da verniañ traoù a zo war an douar: louzoù, deil ha teil. Disheñvel avat eo ar rastelloù hervez petra a vez graet ganto.
- rastilli berr o dent a vez da rastellat an douar, goude palat;
- rastilli hir o dent a vez da rastellat delioù pe geot troc'het en ur park
Rastellat a vez lavaret pa vez dastumet traoù gant ur rastell.
Rastell pe rozell
kemmañE-lec'h ur rastell e c'haller implij ur rozell evit rozellat traoù zo, evel kaoc'h en ur c'hraou.
Araokaat
kemmañEr bloavezhioù diwezhañ ez eus bet klasket lakaat an dud da zilezel rastell ha skubell evit ober traoù zo. Evit skubañ ha rastellat deil ar gwez ez eus erruet deomp ur mekanik trouzus, bouzarus ha saotrus, anvet skarzherez-delioù .