Ricimer pe Flavius Ricimer (c. 405 – 18 Eost 472) a oa ur jeneral roman, suev ha vizigot a orin, a oa bet anvet da magister militum. Eñ an hini a oa ar galloud gantañ en Impalaeriezh ar C'hornôg dre hanterouriezh krakimpalaerien adal 456 betek e varv en 472.

Krediñ a reer e oa mab d'ar priñs suev Requila ha d'ur verc'h da Walia, roue ar Vizigoted. Kristen arian e oa, ha oudard a vicher. Brezeliñ a reas da gentañ dindan ar magister militum Flavius Aetius ha mignon e oa da Majorian. Goude-se, dindan an impalaer Avitus, e voe trec'h war ar Vandaled ma voe savet da magister militum praesentalis.

Goude diskaret Avitus, dre ma n'halle ket, evel barbar a orin, ha dre ma oa arian a relijion, bout anvet da impalaer, e renas dre hanterourien krakimpalaerien a veze lakaet gantañ war ar gador-impalaer, ha tennet ha lazhet pa gare, evel Majorian pe Antemius, pa glaskent en em zieubiñ diouzh o gwarezer. Gant-se en deveze bec'h a-wechoù gant impalaerien ar Reter pa nac'hent kadarnaat e zibaboù.

Adal 455 e c'halle Ricimer goulenn bezañ lakaet da impalaer, met ne reas morse, rak gwell e kave chom a-dreñv ar re a zibabe, pa ouie re vat penaos e veze kont gant an impalaerien ha pa wele pet a oa bet drouklazhet, ha n'en doa ket c'hoant da gaout gwall fin evelto.

  NODES
Note 1