Ur robot zo un ardivink speredek a c'hall seveniñ labourioù e-unan, pe o vezañ renet. Da gustum, ur robot zo un ardivink tredantreloc'hel renet gant un urzhiataer ha dre brogrammadur elektronek. Emren pe hanter-emren e c'hall ar robotoù bezañ, en o mesk daou seurt diazez : ar re a vez implijet gant an enkaskerien hag a labour en endro an dud, evel ASIMO ha TOPIO, hag ivez ar re o deus palioù resis ha dibar, evel an nanorobotoù pe ar robotoù hed; ha robotoù skoazeller a vez implijet d'ober pe da zilec'hiañ traoù pe da seveniñ labourioù dañjerus pe arabadus, evel robotoù an industriezh pe ar robotoù heloc'h pe ar robotoù mevel. Ur perzh boutin dezhe ivez zo e roont ar soñj, dre o neuz pe o fiñvoù, o deus ur mennozh pe ur pal dioute o-unan.

Ar robot Actroid-DER, un Android, savet evit degemer an dud, a oa diskouezet e Diskouezadeg arbennikaet Aichi 2005.
TOPIO, ur robot denheñvel, a c'horie ping pong e Diskouezadeg robotoù etrebroadel Tokyo (IREX) e 2009[1],[2].

Orin ar ger

kemmañ

Dont a ra ar ger robot eus ar yezhoù slavek evel ar rusianeg, ar belaruseg, ar poloneg, pe c'hoazh an tchekeg. Talvezout a ra kement ha sklav pe labourer emroüs (da skouer labourer zo "robotnik" e poloneg, работник e rusianeg, работнік e belaruseg). Implijet e oa da gentañ gant ar skrivagner tchekat Karel Čapek en e bezh-c'hoari R. U. R. e 1920. C'hoariet e oa ar pezh-c'hoari-se evit ar wezh kentañ e 1921. Daoust ma vez sellet ouzh Karel Čapek evel an den en deus krouet ar ger, lavaret en deus e oa bet savet gant e veur Jozeb, livour ha skrivagner e gwirionez. Fellout a rae dezhañ da gentañ ober gant ar ger "labori" met kinniget e oa bet dezhañ ar ger "roboti" gant e e vreur Jozeb Ar ger "robota" a dalvez "labour", "aner" pe "trevell", "labour serv", ha dre skeudennlavar "labour diaes" e tchekeg hag e kalz yezhoù slavek. Ar "robota" a oa an aner a oa ar served da reiñ d'o aotroù, e-pad c'hwec'h mizvezh eus ar bloaz da gustum. Dont a ra ar ger eus ar slavoneg iliz kozh "rabota", servelezh, (pe labour e Bulgareg hag e rusianeg a vremañ), Dont a ra d'e dro eus ar wrizienn indezeuropek *orbh-. Lamet e oa ar servelezh e 1848 hepken e Bohemia, ha d'ar mare ma oa skrivet R.U.R. gant Čapek, e oa aet ster ar ger war ledanaat daoust ma veze komprenet e ster kentañ atav.

Lod a lâr e oa graet gant ar ger robot da gentañ er pezh-c'hoari berr Opilec gant Josef Čapek (ar mezvier), embannet en dastumad Lelio e 1917. Hervez kevredigezh ar breudeur Čapek e Praha, avat e vefe gaou. Ar ger emfiñver an hini a oa immplijet en Opilec.

E-skoaz « robotoù » Karel Čapek a oa tud organek kalvezel, amprestet e oa ar ger robot evit komz diwar-benn boudoù « mekanikel ». Ar ger android a c'hell talvezout an eil pe egile, hag ar ger siborg (« organeg sibernetek » pe « den bionek ») a ra anv eus ur c'hrouadur graet diwar lodennoù organek ha kalvezel.

teir lezenn ar roboteg

kemmañ

Savet e oa ar ger roboteg gant Isaac Asimov e 1942, en e levr Runaround. Skrivañ a ra ennañ « teir reolenn ar roboteg » a zeuio da vezañ diwezhatoc'h « teir lezenn ar roboteg ».

  • 1. Ur robot n'hall ket ober droug d'un den pe, na dre c'houzañvusted, lezel un den e dañjer.
  • 2. Ur robot a rank sentiñ da forzh petore urzh roet dezhañ gant un den, nemet pa'z afe al lezenn-se a-enep d'al lezenn gentañ.
  • 3. Ur robot a rank en em wareziñ e-unan keit ha ma ne'z a ket ar gwarez-se kontrol d'al lezenn gentañ ha d'an eil lezenn.

Notennoù

kemmañ
  1. "A Ping-Pong-Playing Terminator", Popular Science. 
  2. "Best robot 2009", www.gadgetrivia.com. 

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger robot er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  NODES
Done 1