Sant-Pêr-ha-Mikelon

Sant-Pêr-ha-Mikelon (galleg ha stumm ofisiel: Saint-Pierre-et-Miquelon) a zo ur strollegezh tramor eus ar Frañs en Amerika an Norzh, e gwalarn ar Meurvor Atlantel, 25 km er-maez d’an Douar-Nevez (Kanada), e Pleg-mor ar Sant-Laorañs. Un enezeg eo hag a ya teir enezenn bennañ d’hec'h ober: Sant-Pêr, Mikelon ha Langlade, an div ziwezhañ-mañ a zo stag an eil ouzh eben gant un erv. 242 km² a zo en holl ha 6 290 a dud (e 2011) o vevañ eno.

Pelec'h emañ Sant-Pêr-ha-Mikelon.
Banniel Sant-Pêr-ha-Mikelon

Anvet e oa da Santez Ursula gant ar merdeer portugalat João Álvares Fagundes e 1520, ha goude da Isle Sainct Pierre gant Jakez Karter pa tremenas eno e miz Even 1536, peogwir eo sant patrom ar beskaeterien.

Bro-C'hall Nevez, trevadenn Bro-C'hall, a voe kollet ganti e-pad Brezel Seizh Vloaz e kreiz an XVIIIvet kantved. Sant-Pêr-ha-Mikelon a oa bet kollet e 1713 avat abalamour da Feur-emglev Utrecht, hag adkemeret e voe gant Bro-C'hall gant Feur-emglev Pariz e 1763. Taget e voe gant ar Saozon met kadernaet e voe e oa da Vro-C'hall gant Feur-emglev Versailhez e 1783, hag ivez e-pad ar Restaorasion.

Ul lammgresk armerzhel en doe an enezeg e eil lodenn an XIXvet kantved gant pesketaerezh ar moru.

E 1946 e teuas da vezañ un tiriad tramor, e 1976 un departamant tramor, e 1985 un strollegezh tiriadel hag e 2003 ur strollegezh tramor.

Douaroniezh

kemmañ

Un enezeg a eizh enezenn eo Sant-Pêr-ha-Mikelon, 242 km² ganti. 26 km² eo Sant-Pêr, ha 86% eus ar boblañs enni, ha 216 km² eo Mikelon, teir gourenez enni. Treut ha garv eo an natur a gaver eno : taouarc'hegoù, stankoù, ur stêr, koadoù hanternozel. Enezigoù didud a zo ivez : île aux Marins, île aux Pigeons, île aux Vainqueurs ha Grand Colombier, a-vaez da Sant-Pêr.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  NODES
Note 1