Saozneg Bro-Skos (Scottish English) eo an doare saozneg a reer gantañ e Bro-Skos. Ar yezh voas eo eno er skridoù hag er mediaoù. Arabat kemmeskañ anezhañ gant ar skoteg, pe scots, a zo ur yezh distag, disheñvel diouzh ar saozneg. Levezonet eo bet ar saozneg komzet e Bro-Skos avat gant ar yezh all-se, ken evit an distagadur, ken evit ar c'heriaoueg. Diforc'hioù zo hervez ar rannvroioù ivez : disheñvel eo saozneg an Uheldirioù diouzh hini an Izeldirioù rak levezonet eo bet saozneg an Uheldirioù gant ar gouezeleg un tamm.

Ouzhpenn an diforc'hioù distagadur, yezhadur ha geriaoueg a zo etre saozneg Bro-Skos ha saozneg Bro-Saoz, ez eus ivez termenoù dibar da ensavadurioù Bro-Skos, war dachenn ar relijion, ar gwir pe ar velestradurezh. E-touez ar gerioù dibar eus ar vuhez pemdeziek hag a zo anavezet-mat e c'haller menegiñ outwith ("er-maez"), pinkie ("biz bihan", anavezet ivez er Stadoù Unanet ha skrivet "pinky" eno), wee ("bihan", anavezet ivez e Hanternoz Iwerzhon), bairn ("bugel")...

Ur skouer eus saozneg Bro-Skos, distaget gant un den eus Renfrewshire :
Which way should we go to Lochwinoch? One way is seven miles, the other isn't quite so far but I don't want to take the car on that bad road again.
  NODES
Note 1