Sargon Akkad, eus an akkadeg Šarru-kîn (troet peurliesañ gant « roue gwirion »), a savas Impalaeriezh Akkad, oc'h unvaniñ dre nerzh keodedoù pennañ Mezopotamia dindanañ. N'eo ket asur bloaziadoù e ren. Peurvuiañ e vez bloaziet eus -2334 betek -2279 kent J.-K., met marteze en deus renet diwezhatoc'h, etre -2285 ha -2229. Evit ar wezh kentañ en istor e oa unvanet ul lodenn vras eus Mezopotamia dindan aotronouniezh ur roue.

Penn en arem eus ur roue eus Akkad (Mirdi broadel Iraq), hini Sargon Akkad moarvat, marteze hini Naram-Sin.

Deroù esped Sargon

kemmañ

Brudet eo Sargon Akkad en istor Mezopotamia[1]. Kalz traoù a voe skrivet diwar e benn, kement ha ken bihan ma vez diaes alies lakaat kemm etre ar gwirvoud istorel hag ar mojennoù[2]. Un dra zo sur rak kavout a reer meneg anezhañ en hengounioù disheñvel : Sargon en deus aloubet ar galloud. E anv ren (an hini nemetañ a anavezer), Šarrum-kîn, a dalvez « stabil eo ar roue » pe « ar roue gwirion » en akkadeg, evel m'en dije klasket lakat an dud da zisoñjal ne oa ket ganet roue. Hervez ar vojenn e vefe mab ur velegez en dije dilezet anezhañ. Desavet e vije bet Sargon neuze gant ul liorzher. A-drugarez d'an doueez Ishtar e vije deut Sargon da vezañ ministr ar roue Ur-Zababa e Kich, ha roue da c'houde.

Sargon e penn Mezopotamia izel

kemmañ

Kemer a reas ar galloud e keoded galloudek Kich goude un taol-Stad war-dro -2334 (d'an diwezhatañ war-dro -2285)[3]. Mes d'ar c'houlz-se e oa Lugal-zagesi, a orin eus Umma, a oa ar roue galloudekañ. Ren a rae diouzh keoded Uruk. Hervez eilennoù e enskrivadurioù bet savet goude e ren e vije bet kannet gant Sargon. Lakaat a rae evel-se holl Vezopotamia izel betek Pleg-mor Persia en e c'halloud. Tapet e voe ar roue faezhet, lakaet da zougen ur c'holier, ha diskouezet d'an holl e-doug trec'hlid Sargon. Envel a reas ar roue gouarnourien feal dezhañ e meur a geoded-Stad kozh goude, e Sumer hag en Akkad. Savet en doa evel-se ur rouantelezh ec'hon en-dro d'e gêr-benn nevez, Akkad[4].

An aloubadegoù

kemmañ
 
Rouantelezh Akkad pa oa en he barr, dindan ren Naram-Sin, ha biroù hag a ziskouez ergerzhadegoù.

Goude bezañ sujet su Mezopotamia e kasas Sargon ergerzhadegoù er broioù er gwalarn hag er reter[5]. Sujañ a reas moarvat rouantelezh Mari, ha marteze hini Ebla e Siria. Dispis eo chom kronologiezh an aloubadegoù renet gant rouanez Akkad trema ar c'hornôg, ha ne ouzer ket hag eñ e oa distrujet lec'hiennoù ar vro e-doug aloubadegoù Sargon, re Naram-Sin, pe e brezelioù etre rouantelezhioù lec'hel[6]. Un enskrivadur eus Sargon a lavar e vije aet betek Tuttul e kreiz red an Eufratez, m'en dije rentet enor d'an doue bras Dagon. Hennezh en dije roet dezhañ ar galloud war holl an douaroù betek ar Mor kreizdouar. Un destenn hititek savet diwezhatoc'h a lavar e vije bet sujet rouantelezh Puruchanda e kreiz Anatolia gant Sargon, met n'ouzer ket hag eñ ez eo un dra wir pe ur vojenn[7]. Kalz a vern penaos ez eo anat e oa aloubet muioc'h a vroioù gant Sargon evit ar rouaned a oa bet en e raok.

Pa varvas Sargon e -2279 (pe -2229) e voe kemeret e lerc'h gant e vab Rimuch (« e brof »)[8],[9]. War a seblant e vije bet heuliet marv ar roue gant un emsavadeg vras e Mezopotamia izel ha bec'h a voe ouzh he mougañ. Derc'hel a reas mat Rimuch ha sujañ a reas an emsavidi,

Levrlennadur

kemmañ
  • R. Drews, “Sargon, Cyrus and Mesopotamian Folk History”, Journal of Near-Eastern Studies n° 33 (1974), p. 387–393 ;
  • D. L. Lewis, The Sargon Legend, Cambridge University Press, Cambridge (Mass.), 1978 .

Notennoù

kemmañ
  1. Westenholz 1999, p. 34–40. F. Joannès, « Sargon Ier (d'Akkad) », dans Joannès (dir.) 2001, p. 754-756 ; P. Michalowski, « 3. Histoire », dans Sumer 1999-2002, col. 115 ; M.-J. Seux, « VI. Sumériens et les Sémites », dans Sumer 1999-2002, col. 346-347
  2. Goodnick-Westenholz 1997
  3. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  4. Akkad a oa anezhi a-raok ren Sargon moarvat : Westenholz 1999, p. 31
  5. Westenholz 1999, p. 34–40. F. Joannès, « Sargon Ier (d'Akkad) », in Joannès (dir.) 2001, p. 754-756 ; P. Michalowski, « 3. Histoire », e Sumer 1999-2002, col. 115 ; M.-J. Seux, « VI. Sumériens et les Sémites », dans Sumer 1999-2002, col. 346-347
  6. (en) A. Archi et M. G. Biga, « A Victory over Mari and the Fall of Ebla », dans Journal of Cuneiform Studies 55, 2003, p. 1–44. D. Charpin, « Tell Hariri/Mari : Textes », dans Supplément au Dictionnaire de la Bible fasc. 77-78, 2008, col. 223-224.
  7. H. Klengel, Geschichte des Hethetischen Reiches, Leyde 1999, p. 19–20 ; A. Westenholz, « Relations between Mesopotamia and Anatolia in the Age of the Sargonic Kings », dans H. Erkanal et al. (dir.), XXXIV Uluslararasÿ Assiriyoloji Kongresi, CRRAI 34 (Istanbul, 1987), Ankara, 1998, p. 5–22 ; G. Beckman, « Sargon and Naram-Sin in Hatti: Reflections of Mesopotamian Antiquity among the Hittites », dans D. Kuhn and H. Stahl (dir.), Die Gegenwart des Altertums, Heidelberg, 2001, p. 85–91
  8. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  9. Westenholz 1999, p. 46–55. B. Lafont, « Narâm-Sîn (d'Akkad) », in Joannès (dir.) 2001, p. 557–560. P. Michalowski in Sumer 1999-2002, col. 116 ; M.-J. Seux in Sumer 1999-2002, col. 347-348
  NODES
Note 3