Un yezh ouralek eus is-skourr yezhoù samoyedek ar su eo ar selkoupeg pe samoyeded ostyakek (selkoupeg: шӧльӄумыт әты šöľqumyt әty, "yezh tud ar c'hoadeg"; ruseg: cелькупский язык sel'kupskij jazyk), komzet gant tro-dro da 1.570 den (diwar 3.600 den en holl) e Tom Oblast, Rannbarzh Emren Yamalo-Nenets, Krasnoyarski krai ha Tomskaya oblast e Rusia (Europa) (1994).

Meur a nav disheñvel a vez roet d'ar yezh-mañ e pep rannyezh:

  • шӧльӄумыт әты šöľqumyt әty;
  • чумыль ӄумыт әты čumyľ qumyt әty;
  • сӱccӱ ӄумыт әты śüssü qumyt әty;
  • шӧш ӄумыт әты šöš qumyt әty;
  • тӱй ӄумыт әты tüj qumyt әty

Teir rannyezh ez eus, diaezet da gompren kenetreze a-wechoù:

  • Selkoupeg an norzh (taz pe tazov-baishyan): 1.400 den (diwar 1.700 den en holl);
  • Selkoupeg ar c'hreiz (tym, kety pe narym); 150 den (diwar 1.700 den en holl);
  • Selkoupeg ar su (srednyaya ob-ket); 20 den (diwar 200 den en holl);

Daoust ha ma vez komzet rannyezh an norzh gant 90% eus an dud ne vez ket komzet gant ar re yaouankañ daoust ha ma vez kelennet er skolioù.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
  NODES
eth 1