Ur skolaj a zo un ensavadur deskadurezh a zo bet peurvuiañ al live deskadurezh etre ar skol hag ar skol-veur abaoe ar Grennamzer. Betek krouidigezh an deskadurezh publik (pe foran) eo pep a live an deskadurezh dindan beli an Iliz katolik ha roman hag hini an ilizoù all e Europa. Koulskoude e kaver skolajoù arbennig pe skolveuriek e broioù zo.

V Gymnasium e Zagreb, e Kroatia.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un deveradur eus skol a seblant bezañ (gresianeg), met levezonet eo bet furm ar ger gant ar ger latin collegium (cum + legium = (bezañ asamblez) gant ar (memes) reolenn. Talvezout a rae evit bodadoù kloer zo gwechall).

Skolajoù savet gant an ilizoù

kemmañ

Evit bastañ da ezhommoù an Iliz katolik roman e oe savet ar skolajoù en XIIvet kantved. Dindan aotrouniezh an eskoptioù e vezent ha krouet e oant peurvuiañ er c'hêrioù ma veze sez un eskob enno. Er c'hêrioù brasañ e veze meur a skolaj, arc'hantaet gant ensavadurioù-iliz. Koulskoude e veze roet ar c'hentelioù pennañ e ensavadurioù pennañ a veze ar facultas o anv (betek 4). Ar skolajoù a yeas da vezañ al lec'h ma veze roet bod d'ar studierien. Er XIVvet kantved e krogas ar skolajoù seveniñ kefridi an deskadurezh, met roet e veze an diplomoù gant pennadurezhioù ar skol-veur, ar facultates (kevrennoù) enni. Degemeret e veze bugale, krennarded ha tud en oad er skolajoù hervez al live o doa tapet e latin.
Gant an Azginivelezh ha Sened-Iliz Trento e teuas ar skolajoù da vezañ al live deskadurezh etre ar skol hag ar skol-veur. Tamm ha tamm e oe krouet 7 live klasoù. Ne veze degemeret, nemet mibien an dudjentil ha re ar vourc'hizien pa kouste ker ar studioù. D'ar Jezuisted e fizias ar pab aozadur ha renerezh ar skolajoù er XVIIvet kantved.

Skloajoù an deskadurezh gall

kemmañ

Abaoe an adreizhadur Fouché (1961) eo bet anvet "skolajoù eil derez" an ensavadurioù evit ar vugale hag ar grennarded etre 12 ha 16 bloaz. War pevar live klasoù e vez degemeret ar skolajidi, eus an 6vet klas betek an trede klas o heuliañ an anvadur a zo bet implijet el liseoù publik krouet e 1804 gant an impalaer Napoleone Buonaparte.
Evit ma vo digor deskadurezh an eil derezh d'an darn vuiañ eus ar vugale e talc'has ar gouarnamant gall lakaat da sevel skolajoù kazi e pep kanton ha da rannañ al liseoù etre al lodenn skolaj hag an tri live klas uhelañ (Eil glas, Klas kentañ ha Klas termen) a vire anv al lise ganto.
Evit kas pelloc'h al lañs evit lakaat muioc'h a skolajidi er framm nevez e c'houlennas an Ministrerezh an Deskadurezh-Stad ma vo roet an tachennoù-douar hag arc'hant gant ar c'humunioù.

Skolajoù e reter Europa

kemmañ

E kalz broioù reter Europa, en o zouez ar broioù alamanek, e reer gymnasium eus ar skolioù eil derez, skolajoù pe liseoù.

Skolajoù ar skolioù-meur

kemmañ

Skolajoù Norzhamerika

kemmañ
 
Tal pennañ un high school e Houston, e Teksas.

E Stadoù-Unanet Amerika hag e Kanada eo anvet high school ar skolioù eil derez.

Skolajoù brezhonek Diwan

kemmañ

Ar skolaj Diwan kentañ e Brest hag er Releg-Kerhuon

kemmañ

E 1988, 11 bloaz goude krouidigezh ar skol-vamm Diwan gentañ, e tigoras Diwan Breizh ur skolaj brezhonek en ur ranndi e karter Kerinou e Brest evit 8 skolajiad nemetken. E 1990 e tilojas ar skolaj d'ur skol gozh, straed Gay-Lussac, er Releg-Kerhuon. Roet e voe dezhañ anv Roparz Hemon abalamour m'en deus savet an den-se ostilhoù a bouez evit an deskadurezh vrezhonek. Abaoe 200* eo bet cheñchet an anv da Skolaj Diwan Penn-ar-Bed.

 
Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper.

Dougen a ra anv ar skrivagner brezhonek Jakez Riou.

Ganet eo Skolaj Diwan ar Morbihan da goulz an distro skol 1999. Staliet e oa/ e Plañvour, e kreizenn Amzer Nevez. Joel Le Baron, prezidant kentañ en deus lañset ar skolaj, gant ar rener, David Ar Gall o kenlabourat gant ar c’huzul merañ. E distro-skol 2001 eo dilojet ar skolaj evit mont e kreiz-kêr Gwened, straed Jean Marie Allanic, war Rabine Gwened, e-tal kichen ar porzh. Labourioù a zo bet graet evit kempenn al lec’h, ha tamm ha tamm e vez savet ur skolaj brasoc’h brasañ. En distro-skol 2002 e teuas Antony Heulin da vout rener ha Jean François Gouillouzig da vout Prezidant.

Kevrataet eo bet ar skolaj da vout ur gevrad gant ar stad e 2005, goude 5 blez kelenn ha goude bout staliet ar sal fizik ha teknologiezh. Brasaet eo ar skolaj hag emañ o kresk an niver a skolajidi. Degemeret e vez 122 skolajiad hiriv. Diabaoe 2005 eo renet ar skolaj gant Stéphanie Ménec hag ar prezidant, Vincent Brumauld des Houlières.

Emañ ar Skolaj Diwan ar Morbihan o tegemer skolajidi o tonet eus skolioù Diwan a-bep tu; Roazhon, Naoned, an Oriant hag all... hag un nebeud re eus skolioù divyezhek ar Morbihan. Digor eo ar skolaj war 5 devezh, gant ur c’houskva hag obererezhioù ar merc’her goude merenn evit an 20 bennak a ziabarzidi a chom ar sizhun a-bezh (kayakin, UNSS, bowling, sinema... ). Evit an diabarzhidi e vez graet peadra gellet labourat o kaout plijadur; gant ar beilhadegoù, festoù noz, arvestoù ha stalioù a vez kinniget dezho. Ouzhpenn emañ ar porzh-skol nevez aozet evit an dudioù sportel.

Gant ar skipailh pedagogel, tud ar c’huzul merañ hag an holl dud a labour evit ar skolaj, e vez lañset raktresoù hag eskemmoù gant broioù arall, gant brezhonegerien ha kevredigezhioù. Bep trimiziad e vez savet ur gouel war un devezh evit gouesltañ ar brezhoneg oc’h ober c’hoarioù, stalioù, eskemmoù gant tud a-vicher, festoù noz.

Destenn tennet ag al lec'hienn : http://sites.google.com/site/ebrezhoneg56

Emañ e-barzh ar greizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur.

raktres Skolaj Bro-Roazhon

kemmañ

Sellet ivez

kemmañ
  NODES
Note 1
os 2