Stêr Ruz (Viêt Nam)
Redek a ra ar Stêr Ruz (vietnameg Sông Hồng pe Hồng Hà; sinaeg Hónghé (红河); Haneg: Lalsa) adal Sina betek Viêt Nam, a-raok en em deuler e Mor Su Sina. Anavezet eo ivez dre an anv Yuan Jiang (元江, pinyin yuan2jiang1), a dalvez kement ha "Stêr orinel".
Anv er yezh a orin | 元江, Sông Hồng |
---|---|
Eien | Yunnan |
En em daol e | Pleg-mor Tonkin, Mor Su Sina |
Adstêr | Nanxi River, Black River, Lô River |
Bro an diazad | Republik Pobl Sina, Viêt Nam |
Kevandir | Azia |
Stad | Republik Pobl Sina, Viêt Nam |
E tiriad | Lào Cai |
Daveennoù douaroniel | 25°50′0″N 101°19′0″E, 20°16′15″N 106°33′46″E |
Distributary | Đuống River |
- Stêrioù all anvet Stêr Ruz zo ivez.
1149 kilometr hed he deus ar Stêr Ruz, 639 km e Sina ha 510 e Viêt Nam. E proviñs Yunnan, e Sina, emañ eien ar stêr. Peurliesañ e red war-du ar gevred. Treuziñ a ra bro ar vinorelezh Dai a-raok kuitaat Sina dre prefeti emren Honghe e Yunnan. Mont a ra tre e Viêt Nam dre broviñs Lao Cai a-raok tremen dre vevenn reter Ha Noi, kêr-benn Viêt Nam. Lec'hiet eo Tonkin war delta ar stêr. Da vare an trevadennerezh e klaskas ar Frañsizien ha galloudoù all ober eus ar stêr Ruz un hent kenwerzhel gant Sina. un tammig berzh a reas. Ar Stêr Du, Hắc Hà, eo adstêr bennañ ar Stêr ruz.