Rouantelezh Ystrad Clud, pe Strat Clut, pe Srath Chluaidh e gouezeleg (pe Strathclyde hervez ar saoznegerien), pe Kambria ivez, a oa unan eus ar rouantelezhioù brezhon en hanternoz Enez Vreizh, e mervent Skos, e deroù ar Grennamzer, etre ar Vvet hag an XIvet kantved. Pelloc'h e padas eget ar rouantelezhioù brezhon all en Hanternoz kozh.

Ystrad Clud, Strad Clud
Rouantelezh Ystrad Clud

410 – 1054
Location of Strathclyde (e saozneg )
Location of Strathclyde (e saozneg )
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Predeneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Dilez ar Romaned 410
 - Staget ouzh Bro-Skos 1054
Roc'h Dumbarton eus ar c'hreisteiz. Edo kreñvlec'h Alt Clut war ar menez en tu-dehoù.
Kartenn eus an Hen Ogledd.

Douaroniezh

kemmañ

An anv Alt Clut ( pe "Allt Clud" e kembraeg a vremañ), a veze graet anezhi ivez abalamour ma oa anv Kastell Dumbarton, kêrbenn ar rouantelezh-se a en em astenne a-hed ar stêr Clyde hag en arvor kornôk Bro-Skos a vremañ. Hec'h amezeien e oa rouantelezhioù brezhon Rheged er c'hreisteiz, ha Gododdin er biz-reter, a-raok na voe distrujet ar re-se gant an Angled a savas Bernikia ha Northumbria en o lec'h.

Marteze e teue eus meuriad an Damnonii meneget e geographia Claudius Ptolemaeus. Dizalc'h e chomas Rouantelezh Strad Clud betek an XIvet kantved pa voe aloubet gant rouantelezh Bro-Skos, ha mont a reas ar yezh vrezhonek eno da goll buan a-walc'h.

N'eur ket re sur e pelec'h e oa harzoù ar rouantelezh. Moarvat ez ae eus Loch Lomond a-hed ar stêr Clyde, betek kornad Aeron, en-dro da Ayr hiziv. Ur roue "Coroticus", Ceredig, roue Alt Clut, a resevas ul lizher a-berzh Sant Padrig. Un diskennad dezhañ, Rhydderch Hael, a veve er memes koulz hag Urien Rheged.


Roudoù skrivet

kemmañ

E Geographia Ptolemaios ez eus ul listennad meuriadoù, pe strolladoù meuriadoù, a oa o vevañ e kreisteiz Bro-Skos da vare an aloudabeg roman ha savidigezh Preden Roman, er I kantved. En o zouez e kaver

War a seblant e oa ur meuriad arall, ar Maeatae a oa o chom war-dro Stirling hag a zo meneget en testennoù roman diwezhatoc'h.

Daoust ma oa merket harzoù hanternoz an Impalaeriezh Roman gant Moger Hadrian e-pad an darn vrasañ eus ar marevezh-se, n'eo ket gwall sklaer betek pelec'h ez ae levezon ar Romaned war-du an norzh. Kreñvlec'hioù a oa en hanternoz d'ar voger, ha teir gwech e voe kaset an harz pelloc'h etrezek an hanternoz. Div wech ez eas betek Moger Antoninus hag e-pad ergerzh-brezel Agricola e tizhas ar stêr Tay. Ouzhpenn-se e veze aozet troioù-brezel alies a-walc'h da gastizañ pobloù an hanternoz pa ne vezent ket fur ha sioul. Tud an norzh a veaje en dachenn roman ivez, da genwerzhiñ, da vrezeliñ pe da lakaat o anv el lu roman. N'eo ket sklaer pegen romanekaet e oa Preden, e rannvroioù pinvidik ar reter zoken, met moarvat ne oa ket gwall romanekaet an Damonii.

War-dro fin an dalc'hidigezh roman e oa niverusoc'h-niverusañ argadadegoù ar Pikted, ar Scotti hag an Attacotti. Argaset e voe meuriadoù su Bro-Skos ivez, war a seblant. Diwirheñvel eo en doa disparti ar Romaned, e 410, kalz levezon war ar c'hempouez milourel en darn-se eus ar vro. Un efed kalz brasoc'h war an armerzh en doa arsav paeadeg ar goproù e su Moger Hadrian, avat.

N'eus diell ebet ganeomp diwar-benn harzoù rouantelezh Alt Clut met gallout a reer o divinout dre an anvioù-lec'h. En em astenn a rae ar rouantelezh adalek Loch Lomond, ma oa ur Roc'h ar Vrezhoned war e lez betek Campsie Fells ha Stirling.

 

An Hanternoz Kozh eo an anv a vez graet ouzh ar broioù brezhonek a oa er c'hreisteiz da Galedonia, etre ar Vvet hag an Xvet kantved. Ar re-se a ranke stourm ouzh an alouberien (Angled, Pikted pe Skoted).

Rouantelezh Alt Clut

kemmañ
 

Goude 600 e teu an andonioù da vezañ fonnusoc'h. Bez ez eus un disemglev etre an istorourien diwar-benn o jubennadur. E derou an VIIvet kantved e oa Áedán mac Gabráin an den pouezusañ e norzh Preden hag aotrouniañ a rae Dal-Riata ar rannvro war a seblant. Distrujet e oe e c'halloud e 604 pa voe faezhet gant Æthelfrith Northumbria en Emgann Degastan.

Krediñ a reer, goude ma n'eo ket splann ar prouennoù, e oa bet brasaet o rouantelezh war-du an norzh gant Æthelfrith hag e warlerc'hidi. E-pad ar mare-se e oant bet o vrezeliañ e norzh Kembre hag aloubet o doa rouantelezh Elmet, ar pezh a c'hellfe diskouez e oant oberiant tre er rannvro. E 638 e veneg Annaloù Ulaid "Emgann Glenn Muiresan ha sez Eten", ha gallout a ra an dra-se livañ aloudabeg Din Eidyn gand Oswald Northumbria. N'eo ket sklaer tre an andon, avat.

E 694 e tezrevell Annaloù Ulaid en doa faezhet Eugein I Alt Clut tud Dal Riata ha lazhet Domnall Brecc, mab bihan Áedán, e Strathcarron. Meneget eo an trec'h-se e-barzh Y Gododdin. En andonioù kembraek e vez galvet lec'h an emgann-se Bannawg, un anv en defe an hevelep gwrizienn ha Bannockburn hag a livfe ar geunioù lec'hiet etre Loch Lomond ar ar stêr Forth hag al lennoù hag ar torgennoù war-du an norzh. Re baour e oa an tirioù-se da vezañ un abeg a vrezel met kontrolet e voe an tirioù war-du an norzh hag ar reter eus ar rannvro-se gant rouantelezhioù bihan ha n'anavezer netra diwar o fenn. Truajidi e oant d'ar rouantelezh pouezusoc'h eget Dal-Riata, Alt-Clut pe Fortriu ha kalz stourm a oa etre ar re-se diwar-benn rannadur ha dasparzh an truaj.

Ne anavezer hogozik netra diwar-benn istor Alt-Clut er VIIvet kantved. Menegiñ a ra ar bloazdanevelloù iwerzhonat emgannoù war aod kornôk Iwerzhon, ma kemeras perzh brezhoned. Krediñ a reer e oant-int harluidi pe goprsoudarded met posupl eo ivez e vijent bet tud eus Alt Clut.

E deroù ar VIIIvet kantved e veneg an Annaloù Ulaid daou emgann etre Alt Clut ha Dal-Riata e "Lorg Ecclet e 711 hag e-kichen ar roc'h Minuirc e 717. N'eo ket sklaer hag eñ e oa pouezus en doare gwir an darvoudoù-se. Diwezhatoc'h war a seblant e argasas ar roue pikt Óengus I ar Bikted Alt Clut teir gwech met hep berzh. Ganto-o-unan e oa ar Bikted e 744 met 750 o-doa kenlabouret ar Bikted gant Eadberht Northumbria. Ur faezhidigezh vras o-doa gouzanvet ar Bikted ha Talorgan, breur Óengus, a voe lazhet gant Teudebur Alt Clut. Kompezenn Kyle a vefe bet skrapet gant Eadberht e 750, digant Alt Clut moarvat.

War-dro 752 e varvas Teudebur ha ret e voe d'e vab da stourm ur argasadeg eus Oengus hag Eadberht e 755. Sezizañ a rae ar Bikted ha tud Northumbria Dumbarton ha rediet o-doa anezhañ da vont d'ur gwaz. Distrujet e voe lu Northumbria tra ma tistroe d'he bro, avat, ha frank e chomas Strathclyde war a seblant.

Nebeut muioc'h a glever diwar-benn Alt Clut betek an IXvet kantved. Devet e vefe bet Dumbarton e 780 met n'anavezer ket gant piv. Goude-se e tistrujas tud Alt Clut Dunblane e 849, dindan ren Artgal Alt Clut

Marevezh ar Vikinged

kemmañ

E 870 e vlenias ar pennoù viking Amlaíb Conung hag Imar ul lu hag a sezizas Alt Clut. Pevar mizvezh e padas ar seziz ha distrujet e voe ar c'hreñvlec'h. Kas a rejont en-dro kalz prizonidi da Iwerzhon Artgal map Dumnagual en o zouez. Lazhet e vefe bet hemañ e Dullen e 872 war urzh Constantín mac Cináeda. Run Alt Clut a renas war e lerc'h. Euredet e voe gant ur c'hoar da g-Constantín hag e vab marteze e oa an Eochaid Bro-Skos a voe roue Alba pe Strathclyde.

Goude-se e voe sujet alies rouantelezh Strathclyde da hini Alba hag-eñv ne oa ket dibaouez an aotrouniezh-se ha, kontrol d'ar pezh a soñje gwechall, ne oa ket un apanaj eus ar gurunenn skosat.

Goude Emgann Brunanburh ez eas Domnall mac Eógain da roue Strathclyde. Marteze e voe staliet war an tron gant Máel Coluim mac Domnaill met n'eo ket sur ha war a seblant e oa un stad dizalc'h a-walc'h Strathclyde d'ar mare-se.

Fin ar rouantelezh

kemmañ

Ne oa ket sujet penn-da-benn ar rouantelezh gant Alba e fin an Xvet kantved evel ma tiskouez ar fed en doa lazhet Amdarch Alt Clut Cuilén mac Iduilb goude gwallañ e c'hoar e 971 hag e erlerc'hier, Máel Coluim ne seblant ket bezañ an hevelep den hag Máel Coluim mac Cináeda. Goude Mael e renas Owen II Alt Clut a varvas en emgann Carham e 1018. Gwirheñvel eo en-doa Owen un erlerc'hiad met dianav eo e anv.

Aloubet e voe Rouantelezh Alt Clut gant Alba etre 1018 ha 1054 war a seblant, e-pad ren Máel Coluim mac Cináeda moarvat. E 1054 e voe kaset Siward Northumbria gant ar roue saoz Edouarzh ar C'hofesour a-enep ar Skosiz renet gant Mac Bethad mac Findláich ha Máel Coluim, "map roue tud Kambria". N'ouzer ket hag anvet e voe Máel Coluim da roue na pegeit e vevas.

Er bloavezhioù 1070 d'an nebeutañ e oa mistri rouaned Skos war rouantelezh Strathclyde hag anat eo ez eas d'un apanaj, rak da David Iañ Bro-Skos e voe roet gant e vreur Aleksandr Iañ Bro-Skos

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Alcock, Leslie, Kings and Warriors, Craftsmen and Priests in Northern Britain AD 550–850. Society of Antiquaries of Scotland, Edinburgh, 2003. ISBN 0-903903-24-5
  • Barrell, A.D.M., Medieval Scotland. Cambridge University Press, Cambridge, 2000. ISBN 0-521-58602-X
  • Barrow, G.W.S., Kingship and Unity: Scotland 1000–1306. Edinburgh University Press, Edinburgh, (corrected edn) 1989. ISBN 0-7486-0104-X
  • Duncan, A.A.M., The Kingship of the Scots 842–1292: Succession and Independence. Edinburgh University Press, Edinburgh, 2002. ISBN 0-7486-1626-8
  • Foster, Sally M., Picts, Gaels, and Scots: Early Historic Scotland. Batsford, London, 2nd edn, 2004. ISBN 0-7134-8874-3
  • Hanson, W.S., "Northern England and southern Scotland: Roman Occupation" in Michael Lynch (ed.), The Oxford Companion to Scottish History. Oxford UP, Oxford, 2001. ISBN 0-19-211696-7
  • Higham, N.J., The Kingdom of Northumbria AD 350–1100. Sutton, Stroud, 1993. ISBN 0-86299-730-5
  • Jackson, Kenneth H., "The Britons in southern Scotland" in Antiquity, vol. 29 (1955), pp. 77–88. ISSN 0003-598X .
  • Koch, John, "The Place of 'Y Gododdin' in the History of Scotland" in Ronald Black, William Gillies and Roibeard Ó Maolalaigh (eds) Celtic Connections. Proceedings of the 10th International Congress of Celtic Studies, Volume One. Tuckwell, East Linton, 1999. ISBN 1-898410-77-1
  • Lowe, Chris, Angels, Fools and Tyrants: Britons and Anglo-Saxons in Southern Scotland. Canongate, Edinburgh, 1999. ISBN 0-86241-875-5
  • Smyth, Alfred P., Warlords and Holy Men: Scotland AD 80–1000. Edinburgh UP, Edinburgh, 1984. ISBN 0-7486-0100-7
  • Woolf, Alex, "Britons and Angles" in Lynch (2001).
  NODES
INTERN 1
Note 1