Sushi (japaneg :寿司) a reer eus ur meuz a Japan. Unan eus ar meuzioù japanat brudetañ e diavaez ar vro eo. Ne ouezer ket pevare e voe krouet. Marteze a-walc'h e-tro ar Vvet kantved, pa grogas Japaniz da c'hounit riz.

Meur a seurt sushi
Keginerien o fardañ sushi en ur preti e Japan

Sushi a farder diwar riz, ha n'eo ket diwar besked. Riz a galite a ranker kaout. Gant gwinegr e vez mesket, d'e veskañ gant a bep seurt aozennoù all. E Japan e veze implijet ar riz da virout ar boued.

Sushi liesseurt

kemmañ
 
Seurtoù sushi

Meur a seurt sushi a zo, en o zouez :

Nigirizushi

kemmañ
  • nigirizushi (握り寿司, sushi treut) : ur bouloutenn riz gwinegret (shari) neta warni : da lavaret eo un drailhenn pesk kriz pe poazh, met ivez chifretez, krank, alumenn-vioù, legumaj, teureug pe a bep seurt traoù all. Un tamm bihan wasabi a ouzhpenner ivez.
  • gunkanmaki (軍艦巻, roll « lestr brezel ») a zo ur seurt nigirizushi heñvel ouzh makizushi (maki, , roll). Ur bouloutenn riz gronnet en un tamm bezhin nori 4 cm anezhañ eo. Warni e lakaer a bep seurt aozennoù, evel vioù pesked da skouer.
  • temarizushi (手まり寿司, sushi temari) a zo ur seurt sushi stumm un hirgelc'h dezhañ. « Temari » (手まり, bolotenn dorn, evel handball) a oa ur volotenn ha na veze implijet nemet gant merc'hed, hag ar re-se a veze o c'hoari hag o kanañ tra ma lakaent ar volotenn da adlammat war al leur. Daoust ma n'eo ket anavezet kalz en Europa ez eo ur seurt sushi a gaver alies e Japan, rak aes-tre eo da fardañ.

Makizushi

kemmañ
  • makizushi (巻き寿司) a farder diwar un tamm bezhin sec'h (nori) ledet warnañ ur gwiskad riz, legumaj hag un tamm pesk. Ur wech aozet ar meuz e roller anezhañ hag e peger anezhañ dre c'hlebiañ an tamm bezhin. Goude-se e troc'her anezhañ e drailhennoù : re hoso-makizushi (2cm treuzkiz), re naka-makizushi (3cm treuzkiz) ha re futo-makizushi (4cm treuzkiz). E Kalifornia e farder ura-makizuchi, da lavaret eo ec'h ouzhpenner ur gwiskad riz war an tamm nori. Damheñvel ouzh gimbap, ur meuz a Gorea, eo ar makizushi.
 
makizushi
Seurtoù maki
Akanasu maki 赤茄子巻 gant tomatez 
Ātichōku maki アーティチョーク巻 gant artichaod 
Abocado maki アボカド巻 gant avokadez 
Kappa maki かっぱ巻 pe 河童巻 gant konkombrez, diwar anv Kappa a vije bet sot gant konkombrez
Karashina maki  からしな巻 pe 芥子菜巻 gant delioù sezo 
kimuchi maki キムチ巻 gant kimchi (Kaol Sina goet evel e Korea
Nato maki 納豆巻 gant nato (soja goet e mod Japan) 
Oshinko maki お新香巻 gant irvin iliet mod Sina
Shiitake maki シイタケ巻 pe 椎茸巻 gant shiitake (togoù-touseg blazet)
Takenoko maki 竹の子巻き gant tammoù bambouz 
Tamago maki 玉子巻 gant krampouezh-vioù 
Yakiakapiiman maki 焼き赤ピーマン巻 gant pebrennoù ruz kras
Yakikipiiman maki 焼き黄ピーマン巻 gant pebrennoù melen kras
Yakinasu maki 焼き茄子巻 gant berjinez kras 
Zukkīni maki ズッキーニ巻 gant kourjetez 
Kalifuorunia rōru カリフォルニアロール California roll, ledanoc'h, stumm un droellenn dezho
Maki gant pesked / kestrenneged / kregin
Ebi maki 海老巻 gant chifretez
Hamachi maki gant glazenn
Hotategi maki gant Krogenn-Sant-Jakez
Katakuchiiwashi maki gant genougamm
Sappa maki gant sardin
Suzuki maki gant braog
Shake maki gant eog
Tai maki gant pirono
Tekka maki gant toun
Tunamayo maki ツナマヨ巻 gant toun ha maionez
Unagi maki 鰻巻 gant sili

Ment ar maki :

  • Hoso maki, 細巻 : treuzkiz bihan (2-3cm)
  • Naka maki, 中巻 : treuzkiz krenn (3-4cm)
  • Futo maki,太巻 : treuzkiz bras (4-6cm)

Doareoù all :

  • Ura maki, 裏巻 : nori e diabarzh ar roll
  • Temaki, 手巻, e stumm ur pikern

Temakizushi

kemmañ
  • temakizushi (手巻き寿司, sushi rollet gant an daouarn) : ur pikern nori eo, ennañ riz hag aozennoù all (pesked, legumaj hag all).

Binvioù

kemmañ
Binvioù
Anv Displegadenn
Fukin Dilhad
Hangiri Barilh da fardañ riz
Hocho Kontilli
Makisu Pallennig bambouz da rollañ sushi
Ryoribashi Bizhier da fardañ boued
Shamoji Spanell goad da veskañ riz
Makiyakinabe Pillig hirgarrezek da fardañ alumenn-vioù
Oshizushihako Moull da fardañ oshizushi


Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける  
  NODES
Note 3