Tchekeg

Komzet e: Republik Tchek, Slovakia, Aostria ha broioù all zo
Niver a yezherien: 12 milion
Renkadur: 73
Familh yezh:

Indez-europat
 Slaveg
  Slaveg ar c’hornôg
   Tcheko-Slovakeg
    Tchekeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel : Republik Tchek, Unaniezh Europa
Akademiezh: Akademie věd,
Ústav pro jazyk český
Kod
ISO 639-1: cs
ISO 639-2(B): cze
ISO 639-2(T): ces
ISO 639-3: ces
SIL: czc

Ar tchekeg (tchekeg: čeština) zo ur yezh indezeuropek eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia, en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo ar Tchekeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile.

Levezonet en deus ar tchekeg rannyezhoù alamanek zo, dreist-holl ar vienneg, war dachennoù ar c'heriaoueg hag ar gevreadurezh.

Rannyezhoù

kemmañ

Teir rannyezh a zo: hini Bohemia, hini Moravia hag al Lac'heg (lašský jazyk) komzet e rannvro Těšín.

Grafemennoù ha fonemennoù an tchekeg:
A a Á á B b C c Č č D d Ď ď E e É é Ě ě F f
/a/ /a:/ /b/ /ts/ /tʃ/ /d/ /ɟ/ /ɛ/ /ɛ:/ [e, je] /f/
G g H h Ch ch I i Í í J j K k L l M m N n Ň ň
/g/ /ɦ/ /x/ /i/ /i:/ /j/ /k/ /l/ /m/ /n/ /ɲ/
O o Ó ó P p Q q R r Ř ř S s Š š T t Ť ť  
/o/ /o:/ /p/ [kv] /r/ /ɼ/ [ɼ, r'] /s/ /ʃ/ /t/ /c/  
U u Ú ú Ů ů V v W w X x Y y Ý ý Z z Ž ž  
/u/ /u:/ /u:/ /v/ /v/ [ks] /i/ /i:/ /z/ /ʒ/  

Brudet eo ar tchekeg evit e c'herioù hep vogalenn ebet evel blb ("genaoueg") ha krk ("gouzoug"). Ret eo anzav e c'hell ar c'hensonennoù /l/ ha /r/ bezañ implijet evel vogalennoù, ha neuze n'eo ket ar gerioù-mañ hep vogalennoù pa vo lavaret mat.

Ur frazenn vrudet: Strč prst skrz krk!("Laka da viz ez korzailhenn!")

War ar silabenn gentañ emañ an taol-mouezh e tchekeg, ha hed ar vogalennoù a zo distag dioutañ, evel en anv Jiří ['jiɼi:] ("Jord").

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1