Teresa Ansúrez, pe Teresa León (a-raok 943 - Oviedo, 25 a viz Ebrel 997) a oa rouanez kenseurtez León goude dimeziñ da Sancho Iañ, roue León.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Ansur Fernández, kont Monzón, ha da Gontroda Nuñez. He mamm, hervez Jaime de Salazar y Acha, a oa merc'h da Nuño Velaz ha merc'h-vihan da Vela Jiménez, kont Araba. C'hoar e oa da Fernando Ansúrez II[1].

 
Livadurig krennamzerel ma weler Sancho I León, pried ar rouanez Teresa Ansúrez.

Dimeziñ a reas da Sancho Iañ e deroù 959. Daou vugel he doe:

  • Ramiro III León (961-984), roue war-lerc'h e dad, adalek 966.
  • Urraca Sánchez (?-ca.997), a zimezas d'ar c'hont Nepociano Díaz, a oa marteze mab da Diego Muñoz, kont Saldaña.

Intañvez

kemmañ

Goude marv ar roue en 966, kontammet marteze, ez eas Teresa da leanez da vanati San Pelayo, en Oviedo, ma teuas da vout abadez. Hervez istorourien zo[2] e voe lakaet er gouent war urzh he c'hoar-gaer Elvira Ramírez, ha kenrejantezed e oant o-div evit he mab Ramiro.

 
Mab Teresa, Ramiro III León.

Sinañ a reas ur feur-emglev a beoc'h gant ar c'halif al-Hakam II ibn Abd al-Rahman ha stourm ouzh ar Vikinged a oa oc'h ober freuz ha reuz war aodoù Galiza.

 
Manati San Pelayo, en Oviedo.

E 975 avat e voe klañv-fall ar c'halif al-Hakam II ibn Abd al-Rahman, ma reas Elvira ha Ramiro emglev gant roue Navarra Sancho II Abarca, hag e lammas war al-Andalus met trec'het e voent en emgann San Esteban de Gormaz, gant ar jeneral Galib, a oa o paouez distreiñ eus Norzhafrika.
Goude ar faezhadenn-se, deuet Ramiro en oad da ren, en em dennas Elvira er gouent en-dro, tra ma chomas Teresa Ansúrez gant he mab, a-hed amzer emsavadeg an uhelidi hag e-pad amzer ar brezel-diabarzh a gasas Ramiro a-enep e genderv Bermudo II León. E dibenn 984 e voe trec'het he mab Ramiro en Astorga, ha mervel a reas e 985. neuze en em dennas Teresa e manati San Pelayo, en Oviedo.

Er manati-se en-eeun edo ar rouanez Velasquita de León, a oa bet kaset kuit gant he fried Bermudo II. Hervez ar gelennerez Margarita Torres eo eno e savas ar soñj da zimeziñ an infant Ordoño Ramírez el Ciego, mab-bihan Teresa, gant an infantez Cristina Bermúdez, merc'h da Bermudo II León ha da Velasquita, ma voe unanaet an daou diegezh roueel. Teresa ha Velasquita aparecen juntas el 4 de marzo de 996, roborando un donezon gant ar roue Bermudo da Manati San Pelayo, a-gevret gant e eil pried ar rouanez Elvira.

Notennoù

kemmañ
  1. Villa Calvo, Nicolás (2002). Mendunia: Historia documentada del Condado de Monzón. Monzón de Campos: C.I.T. Bajo Carrión y Ucieza. ISBN 84-607-3963-5. pág. 214
  2. Elorza, Juan C.; Lourdes Vaquero, Belén Castillo, Marta Negro (1990). Junta de Castilla y León. Consejería de Cultura y Bienestar Social. ed. El Panteón Real de las Huelgas de Burgos. Los enterramientos de los reyes de León y de Castilla (2ª edición). Editorial Evergráficas S.A.. pp. 52. ISBN 84-241-9999-5.
  NODES
Note 2
os 5