Meur a ster a ya gant tezenn, ur ger tennet eus ar galleg diwar ar gresianeg θέσις (thesis), da lâret eo ar pezh a vez kinniget evel bezañ ur mennozh pe un hollad mennozhioù arguzennet mui pe vui.

Kinnig ur mennozh arguzennet (e tachennoù an Istor hag ar Brederouriezh

kemmañ

Un istorour pe ur prederour pe urskiantour a sav mennozhioù, arguzennoù, martezeadennoù a laka war wel dre ar skrid pe dre ar gomz. Evel-se e c'hell e genvreudeur dibouezañ e dezennoù, ober burutelladennoù pe gas muioc'h a zour da vilin ar c'hinniger. Un dezenn war ur c'hraf a dlee bezañ berr a-walc'h .

Un destenn hir a-walc'h evit prouin e varregezh er skol-veur

kemmañ

E Bro-C'hall eo an dezenn ul labour dre skrid hir a dlee bezañ kinniget d'ur juri evit tapout ur saviad er skol-veurioù pe er skolioù-uhel. An dezenn evit tapout an doktorelezh a zo an hini anavezetañ. Div rumm tezennoù ar skol-veur a zo : tezennoù evit doktorelezh an trede sikl ha tezennoù evit an doktorelezh-stad.
Er Skol ar C'hartaoù e vez savet ha soutenet tezennoù gant ar studierien evit tapout diplom ar C'hartaoù.
E broioù zo e vez graet gan ar ger thesis ha gerioù nes evit labourioù skolveuriek peurheñvel zo, met graet e vez ivez gant dissertation ha gerioù nes e SUA da skouer.

Rhétorique?

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Patrom:Portal:Prederouriezh

  NODES
Done 1