Thomas Edward Lawrence

Thomas Edward Lawrence, ganet d'ar 16 a viz Eost 1888 ha marvet d'an 19 a viz Mae 1935, a oa lesanvet Aurens pe El Aurens gant an Arabed, Lawrence of Arabia e saozneg (anv adkemeret evit ar film diazezet war e vuhez), Lawrence pe Laorañs Arabia e brezhoneg.

Thomas Edward Lawrence

Bet eo bet henoniour, skrivagner, ofiser en arme saoz ha kantread. Deuet e oa da vezañ brudet pa oa ofiser e karg eus an darempredoù arab-ha-saoz e-pad emsavadeg an Arabed etre 1916 ha 1918. Anavezet eo bet er bed a-bezh, a-drugarez d'ar c'hazetenner Lowell Thomas ha d'e levr anvet Seven Pillars of Wisdom dreist-holl (Seizh piler ar Furnezh). Bras-kenañ eo chomet brud T.E. Lawrence e-touez an Arabed abalamour m'en deus skoazellet kalz o stourm a-enep d'an impalaeriezh otoman ha d'an Europiz. Ha ken brudet all eo e Bro-Saoz evel unan eus brasañ harozed milourel ar vro. Laorañs Arabia a zo arouez ur bed kornaouek awenet ha dallet gant broioù ar Reter. Lawrence a zo unan eus romantelourien diwezhañ an XXvet kantved.

E vuhez

kemmañ

Ganet eo Lawrence e Tremadog, e Sir Gaernarfon, e hanternoz Bro-Gembre. E dad, Thomas Chapman, a oa un denjentil a-bouez eus Bro-Iwerzhon. Kuitaet en doa e wreg vac'hom evit mont da vevañ gant gouarnerez e verc'hed. Pemp paotr a oa ganet diwar ar c'houblad-se. Eus miz Kerzu 1891 betek nevezamzer 1894 e vevjont etre Dinarzh hag Aigues-Mortes. Met ar vastardiezh a oa un dra a ranked e c'huzhat pa veved e Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria. E vuhez pad e voe levezonet gant ar bec'h-mañ.

Pa oa yaouank e oa asur Thomas bezañ tonket d'ober traoù ramzel en e vuhez. Diwar ar soñj-se e voe awenet ha dudiet meurbed gant ar Grennamzer hag harozelezh ar varc'heien, ha da heul en em zroas war-zu ar sav-heol. E 1909 e veajas e Siria a-benn dizoleiñ kestell savet e-pad ar c'hroaziadegoù. Lawrence a reas e studioù er Jesus College en Oxford. Dont a reas a-benn da gaout e ziplom o labourat war un dezenn titlet Levezon ar c'hroaziadegoù war an disavouriezh vilourel european e diwezh an XIIvet kantved (The influences of the Crusades on European Military Architecture to the end of the 12th century). Kavout a reas ul labour evel henoniour er reter-nesañ. E miz Kerzu 1910 ez eas kuit da Veirout, ha goude ez eas da Viblos|. Perzh e kemeras e labourioù henoniezh e Kargamis, e Su Turkia.

Betek ar C'hentañ brezel-bed e veajas kalz er Reter-Nesañ evit e labourioù henoniezh. E-pad e veajoù e teskas yezhoù ar vro, dont a reas tost kenañ diouto betek bezañ unan dioñte hag en em wiskañ diouzh giz tud ar vro. O vezañ kizidikaet d'o zibarderioù gwerinel e veizas pizh o zsheñvelderioù ha neuze stuzegezh ha gizioù ar pobloù, kement-se a voe prizius-kenañ e-pad ar bloavezhioù war-lerc'h. E miz Genver 1914, Lawrence hag ur c'hamarad anvet Wooley, a zo kaset gant an arme saoz da rannvro ar Sinai evit enklaskoù henoniezh. Ent-gwirion o doa kefridi da sevel kartennoù ha da zastum titouroù evit an arme saoz. Gweladenniñ a reas Aqaba ha Petra evel-hen. E miz Here 1914 ec'h emouestlas en arme.

Ar brezel en Arabia

kemmañ

E-penn kentañ ar brezel, kaset voe da labourat e rann ar c'hartennoù. N'oa ket kroget da labourat er servijoù kuzh saoz a-raok 1915. Unan eus gwellañ binvioù ar Saozon eo deuet da vezañ. E miz Here 1916, e voe kaset d'an dezerzh evit dezrevell stad an traoù evit ar vroadelourien arab. Adal neuze, ur menoz a ziflukas eus e spered, evit dazont pobloù a gare kement, hini krouidigezh ar vroad arabek.

 
Laorañs Arabia en dezerzh

E miz Mezheven 1916 e tarzhas emsavadeg an Arabed a-enep an Durked. C'hoant en doa Lawrence bezañ mestr-oberour an emsav-se. Goulenn a reas armoù digant ar Saozon evit pourvez armeoù Mezopotamia a-benn dinerzhañ stad an Durked ar c'horn-bro-se. E miz Here e kejas e Djedda gant Faysal ibn Hussein, trede mab cherif Mekka. Hervez Lawrence, e ranke soudarded Faysal implij teknik ar brezelig. Perzh a gemeras en emgannoù. Klask a reas Lawrence kendrec'hiñ an armeoù arab d'en em unaniñ ha d'en em urzhiañ, evit stourm efedusoc'h a-enep d'an Durked. Armoù a voe roet dezhañ, ha ganto e voe taget ha drailhet trenioù an impalaeriezh otoman, linenn an Hedjaz peurvuiañ.Da heul ar pal nevez a voe tizhout Siria, o kregiñ gant porzh Akaba, ur porzh war ar Mor Ruz. E 1917, ec'h aozaz Lawrence un argad efedus, oc'h unaniñ armeoù Faysal ouzh re Aouda Abou Tayi (a genlaboure gant an Durked betek-hen). Ar 6 a viz Gouere, goude un dreizhadenn hir spontus en dezerzh, e tagjont Akaba o tremen dre du gwanañ gwarezioù difenn ar porzh d.l.e : an douar (dre ma oa troet an holl kanolioù-fuzuilh war-zu ar mor). Tapet e voe ar gêriadenn en un nebeud eurvezhioù. Pep tra a hañval treiñ en e wellañ evit Lawrence.

Hogen e hunvre diazezañ ur rouantelezh kentañ evit an Arabed a voe foeltret gant an emglevioù Sykes-Picot. An emglev-se a voe graet evit rannañ ar Reter-nesañ etre Breizh-Veur ha Bro-C'hall goude dibenn ar brezel. Gwerzet an douar gant an impalaerion kent dezho bezañ he fiaouiet c'hoazh. Thomas 'n em sante treitouret ha mezhus e-keñver e vignoned arab. Tamm ha tamm eo deuet da vezañ diaesoc'h diaesañ evit e soudarded. E miz Du 1917, pa oa e karg mont da spiañ ker Deraa, oa bet paket gant an Durked. Kemer a rejont anezhañ evit un dizertour saoz. Gwallet ha boureviet e voe gant soudarded kent dezhañ terc'hout kuit eus ar ger. Gouezoni ha krizder an darvoud a sevenas enañ ur santimant a gablusted hag an dra-se a reas dezhañ kaout un darempred iskis gantañ e unan, hag e gorf. Pa voe kemeret ker Jeruzalem gantañ, an arabed hag ar saozon e miz Kerzu 1917, e oa kemmet, deuet da vezañ un den diskaret, war ar bredel hag en e gorf.

Goude-se, ne voe ket muiñ tu d'an Durked enebiñ ouzh araokadennoù an arme arab-saoz. E miz Here 1918, Damas a voe paket. Lawrence a gemeras perzh en argad. P' en em ginnigas dirak an ofisierien saoz, treuzfeurmet oa : gwisket e oa c'hoazh gant dilhad arab gwen-kann, implij a rae gizoù ar vro. Gwelet e oa gant an arabed evel unan diouto, unan kar d'o fobl, ur mignon bras prizhiet gant ar priñs Faysal. Abaoe trec'h Akaba, ne veze ket anvet kenThomas Edward Lawrence, met graet e veze gant Lawrence of Arabia/Laorañs Arabia. Klask a reas kendrec'hiñ ar Saozon e vefe un dra vat evit ar Rouantelezh-Unanet, leuskel an Arabed da gaout o dizalc'hidigezh. Met ar Saozon a gavas gwelloc'h nac'hañ ha lakaat Lawrence a gostez. Kuitaat a reas ar Reter-Nesañ evit distreiñ da Vreizh-Veur|Vro-Saoz. Mantret ha diskalonekaet e voe gant prantad ar brezel, en arbenn d'an dreitouriezh bevet gantañ a-berz e rennerien servijoù-kuzh an impalaeriez saoz. Steuziet deus outañ voe pep mennad a frankiz, kollet gantañ ar spi hag ar feiz en denelezh, en em c'houlenn a rae peseurt ster reiñ d'e strivoù divent bet graet a-benn digas dieubidigezh ar pobloù arab, en aner?

 
Lawrence war e varc'h-tan

Goude ar brezel

kemmañ

Evit difenn e labour er Reter-Nesañ, ez eas da gemer perzh e miz Genver 1919 e Prezegenn ar Peoc'h. Klask a reas terriñ an emglevioù Sykes-Picot. Hogen adkemeret e voe Siria gant Bro-Chall ha Faysal a voe skarzhet eus ar vro e 1920. Bro-Saoz ha Bro-C'hall o doa c'hoant da zerc'hel start o impalaeriezhioù trevadennel, kousto pe gousto. Goude-ar prantad-se, e teuas Lawrence da vout nes kenañ ouzh Winston Churchill. Labour a reas gantañ er c'h-Colonial Office en aferioù arab. Kejañ a reas ouzh Michael Collins e-pad aozadur an emglev etre Bro-Iwerzhon ha Bro-Saoz. En em glevout mat a raent, ha kavout a raent poentoù boutin etrezo. Met e 1922 e roas e zilez ha mont a reas er Royal Air Force (RAF) evel soudard dindan un anv kuzh. Adkavet e voe gant ur c'hazetenner ha rankout a reas kuitaat an RAF. E 1926 e voe embannet e levr Seven Pillar of Wisdom, ul levr diwar-benn an emsav e Bro-Arabia, hag a voe gwerzhet a verniadoù e Bro-Saoz. E miz Meurzh 1935, e kuitaas Lawrence an arme, ha dont da vezañ unan eus brasañ skrivagnerien e saozneg. Mervel a reas un nebeud sizhunioù warlec'h, en ur gwallzarvoud gant e varc'h-tan.

Frazennoù Laorañs Arabia pe frazennoù diwar e benn

kemmañ

All men dream, but not equally. Those who dream by night in the dusty recesses of their minds wake in the day to find that it was vanity: but the dreamers of the day are dangerous men, for they may act their dream with open eyes, to make it possible.
 An holl dud a hunvre hogen e doareoù disheñvel. Ar re a hunvre e plegoù o speredoù a zihun er gouloù-deiz da gavout e oa goulloder : tud dañjerus avat eo hunvreerien an deiz, rak gouest int da ober hervez o hunvre gant daoulagad digor, d'e lakaat da c'hallus. 
— T. E. Lawrence, Seven Pillars of Wisdom ("Seizh Piler ar Furnez", 1926)

I deem him one of the greatest beings alive in our time... We shall never see his like again. His name will live in history. It will live in the annals of war... It will live in the legends of Arabia.
 Unan eus boudoù meurañ o vevañ en ho amzer eo-eñ hervezon... Biken ken ne welimp e bar. Bev e vo e anv en Istor. Bevañ a raio e bloazdanevelloù ar brezel... Bev e vo e mojennoù Arabia. 
Winston Churchill

Lawrence d'Arabie était l'un des esprits les plus religieux de son temps, si l'on entend par esprit religieux celui qui ressent jusqu'au fond de l'âme l'angoisse d'être homme.
 Unan eus speredoù relijielañ e amzer e oa Lawrence Arabia, mar meizer dre spered relijiel neb a sant betek strad e ene an anken da vezañ un den. 
André Malraux

Levrlennadur

kemmañ
  NODES
HOME 1
Note 1
os 7