Tomáš Garrigue Masaryk (7 a viz Meurzh 1850 - 14 a viz Gwengolo 1937) a voe unan eus diazezerien Republik Tchekoslovakia.

Tomáš Garrigue Masaryk e 1918

En em lakaat a reas Tomáš Masaryk, ez-yaouank, da labourat evel kelenner-ti evit bugale familhoù pinvidik. Etre ar bloavezhioù 1872 ha 1876 e voe o studiañ prederouriezh e Skol-veur Vienna. Ur wech tapet un doktorelezh gantañ e tremenas daou vloaz e Skol-veur Leipzig. Eno e reas anaoudegezh gant ur plac'h yaouank eus ar Stadoù Unanet, Charlotte Garrigue, ha dimeziñ a reas ganti e 1878 e New York. Diwar neuze e stagas an anv Garrigue ouzh e hini.

Bevañ a reas ar c’houblad e Vienna hag e Praha, a-raok ma voe anvet Tomáš Garrigue Masaryk da gelenner, e 1882, e Skol-veur Vienna a oa nevez-rannet etre div lodenn, an eil e veze graet skol en alamaneg hag en eben e veze graet e tchekeg. E 1879 en doa tremenet un dezenn diwar-benn an emlazh. En dezenn-se (Der Selbstmord als sociale Massenerscheinung der modernen Civilisation) e tisplege Masaryk e oa liammet an emlazh ouzh diskar ar feiz er gevredigezh.

Diazezet e oa kredennoù Masaryk war an doueouriezh protestant, evit darn, ha pouezañ a rae war enkadenn vodern mab-den ha hini ar gevredigezh. Pa oa kelenner prederouriezh e skol-veur Praha e savas Athenaeum, ar gelaouenn gentañ e tchekeg diwar-benn ar sevenadur hag ar skiant e Bohemia. Embann a rae soñjoù enep an Iliz katolik hag enep broadelourien zo, ha kavout a reas abeg e meurganoù Rukopisy královedvorský a zelenohorský, a oa sañset bezañ eus ar Grennamzer uhelañ hag a oa lakaet da ziazez d’ar sevenadur tchek gant brogarourien zo. Difenn a reas ur Yuzev a oa bet tamallet ur muntr dezhañ e 1899 (prosez Hilsner). Kannad e voe er Reichsrat, parlamant Impalaeriezh Aostria, eus 1891 da 1983 hag eus 1907 da 1914, met da neuze ne c’houlenne nemet un emrenerezh ledan evit Tcheked ha Slovakiz. Diwezhatoc’h, e 1914, e teuas da soñjal e oa ret sevel ur stad evito distag diouzh Aostria,

Dilennet e voe Tomáš Masaryk da brezidant stad nevez Tchekoslovakia, gant ar Vodadenn Vroadel nevez-savet, d’ar 14 a viz Du 1918. En harlu e oa bet e-pad ar Brezel-bed Kentañ, e Bro-C'hall, e Rusia hag er Stadoù Unanet. Distreiñ a reas da Braha d’an 21 a viz Kerzu 1918. Addilennet e voe teir gwech, e 1920, 1927 ha 1934. E miz Kerzu 1935 e roas e zilez eus e garg, abalamour ma oa e yec’hed o fallaat, ha mervel a reas d’ar 14 a viz Here 1937.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1