Tommadur ar blanedenn
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Iskevrennad eus | riskl diavaez, kemmadur an hin |
---|---|
Abeg pennañ | greenhouse gas emissions, digoadadur, human overpopulation |
Studiet gant | hinadouriezh |
Contributing factor of | arctic sea ice decline |
Has contributing factor | coal-fired power station |
Dezverket dre | summer heat |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/global_warming |
Enebet ouzh | global cooling |
An efed ti-gwer
kemmañUn efed naturel eo hag a lak korfoù zo, tommet en ur euvrañ gouloù ur vammenn, da vezañ tommoc'h eget ma rankjent bezañ. Un treuzlavar deut da vezañ boutin eo da geñveriañ ur blanedenn ouzh un ti-gwer met aes eo da gompren gant an holl. Abalamour da c'h/Gazoù a efed ti-gwer (GET) e vez euvret ul lodenn eus skinoù an Heol gant an Douar ar pezh a domm an atmosferenn hag al litosferenn, hidrosferenn d'he heul. Cheñchet-dicheñchet eo bet an efed-mañ e istor hor planedenn met seblantout a ra ar c'heemmadurioù a-vremañ erruout fonnus ha tuek.
Skinoù an heol a erru en atmosferenn, ul lodenn (30%) a vez taolet en-dro davet ar spas gant sikour ar c'houmoul gwenn, gorreadoù sklaer an Douar dreist-holl gant toenn ar bed. Al lodenn ziwezhañ euvret gant gorre al leur a zalc'h an tommder hag a zieub anezhi diouzh noz ha diouzh deiz betek an atmosferenn dindan stumm skinoù isruz. Ul lodenn eus ar skinoù-se a zo euvret gant ar gazoù efed ti-gwer, 'pezh a domm an atmosferenn. An tommder-se a vez adkaset e pep lec'h, ul lodenn a zo betek ar spas met ul lodenn all a za davet an Douar, pezh a zegas tommder c'hoazh. Hep an efed ti-gwer, hag gant un albedo (ar c'hementad a skin adskignet gant ur gorread) keidenn an temperadur war an douar a vefe eus -418 derez, ar skorn a gounezfe muioc'h a douaroù neuze e kreskfe an albedo hag e tiskennfe betek nebeutoc'h evit -50 derez.
Ar gazoù efed ti-gwer o deus holl ar memes karakteristik da lâret eo euvriñ ul lodenn eus an infraruz skignet gant an Douar.
Ar gazoù efed ti-gwer pennañ a zo an aezhenn dour, an dioksidenn garbonCO2, ar methan CH4, an oksidenn nitreu pe protoksidenn azot N2O hag an ozon O3 met ivez ar re 'eus an industriezh, fluorokarbon kloret, enno ar CFC, ar freon, ar perfluoromethan hag an hewafluorenn soufr.
Empleg e-barzh an efed ti-gwer gant ar gazoù efed ti-gwer pennañ
- Aezhenn zour: 60 %
- Dioksidenn karbon: 26 %
- Ozon: 8 %
- Methan hag oksidenn nitrek: 6 %.
Deus pelec'h e teu ar gazoù efed ti-gwer
kemmañDont a reont eus 26% eus an tranportoù, an industriezh eus 22%, al labour-douar 19%, an tiegezhioù 19% ivez, an treuzfeurmadur energiezh 13%, tretamant al lostajoù 3%. Abaoe an dispac'h grantel (19 vet kantved) he deus kresket kalz ar produadur gazoù efed ti-gwer. 60% eus produadur ar gazoù efed ti-gwer a zo produetgant ar broioù pinvidik. Efedoù a vo, trenkoc'h ar morioù, live an dour a gresko eus 10 cm gant distrizhañ an dour gant an tommder, redoù ar mor a cheñcho, muioc'h a gleñdoù lovrus, ha marteze un efed boulenn erc'h rak kementadoù bras tre a methan a c'hellfe bezañ skarzhet gant doenn ar bed pe an toundra o teuziñ.
Emvodoù-meur evit enebiñ outañ
kemmañProtokol Kyoto
kemmañProtokol kyoto a zo un treted etrevroadel gant ar pal reduiñ signadur ar gazoù efed ti-gwer eus 1997 sinet gant 168 bro e 2010. Ar protokol-se en deus ar pal e vefe digresket etre 2008 ha 2012 eus 5,2% da-geñver 1990 skignoù 6 gaz efed ti-gwer: dioksidenn garbon, methan, dioksidenn azot, ha tri substitut ar klorofluorokarbon.
Kuzuliadeg Rio
kemmañKemer a ra e kont ar c'hudennoù liammet gant ar yerc'hed, al lojeiz, ssaotradur an aer, mererezh ar morioù, ar c'hoadeier, ar menezioù hag all. Sommet Rio n'eus ivez adoptet ar c'honvension war ar an hin a lavar eo dav reduiñ ar skignoù gazoù efed ti-gwer evit erruout betek sinadur e 1997 eus protokol Kyoto.
Ar blanedenn hiziv an deiz
kemmañAbaoe ur c'hantved, an temperadur en deus kresket eus 0,7 °C dreist-holl e-kerzh an 30 bloavezh diwezhañ. Evit n'ompas kaout un dirolladenn klimatek, ar GIEC (groupe intergouvernemental d'experts sur le climat) a lavar e rankfe chom hep pignat muioc'h eget 2 °C a-benn 100 vloaz. Chom a ra nemet 1,3 °C a varjenn. An diskoulm nemetañ, hervez ar skiantourien, vefe lakaat an dilaoskadennoù CO2 da zigreskiñ a 50% d'an nebeutañ a-benn 2050.
Abaoe 200 vloaz, gazoù ar c'hirri-tan, an tommerezh ha distaolioù an industriezhoù o deus lakaet kementad ar gaz karbonek (CO2) en atmosferenn da greskiñ eus 30%, ar pezh a zalc'h an tommder muioc'h.
Ar vorskorneg he deus kollet un drederenn eus e ec'honad (pe volum) e 30 vloaz. Gallout a rafe bihanaat eus an hanter a-benn 2010. Skorneg ar Greunland en defe, da skouer, kollet 1500 miliard a donenn skorn etre 2000 ha 2008. Skornegi ar menezioù a deuz ivez. An demz-amzerourien n'int ket holl a du 'vit lavar peseurt kementad a skorn a deuz.
Abaoe 1975, an niver a siklonoù a zo bet lieset dre zaou. Ma kendalc'h an temperadur da bignat, e c'hellfemp kaout muioc'h a sec'horioù, a dour-beuzioù, a vareadoù gor .. Met diaes eo c'hoazh ober al liamm etre tommadur an hin ha lieskementadur ar fenomenoù meteorel.
Gwelet eo bet gant hollad ar satellitoù hag ar sontadennoù eus ar gevredigezh skiantel, n'eo ket naturel an tommadur klimatek. An tommadur a zo e-kerzh abaoe penn-kentañ ar prantad industriezh a zo dleet d'ar gazoù efed ti-gwer hag a zo skignet gant hor sevenadurezh teknologel hag a implij re-veur hag a zo noazus da hollad an ekosistemoù
Perak ez a ar blanedenn war dommaat ?
kemmañAn tommadur planedel a zo dleet da 5 kaoz pennañ:
- 150 bloaz a saotradur industriel dre an energiezhioù fosil (petrol, glaou, gaz, loustoni …) a zevoud dieubidigezh faos eus un dreist-niver a garbon dindan stumm CO2 e-barzh an atmosferenn.
- Red ar weturaj dre dommder, dre zouar, dre aer, dre zour.
- Produadur an tredan hag an tommerezh.
- Breugeudoù ha brammoù an tropelladoù bevin.
- An temzioù kenaozañ ha louzoù amprevaned all a zieub protoksid azot, 4re gaz efed ti-gwer, 298 gwech galloudekoc'h eget ar CO2.
Petra 'vo ma kendalc'h an temperadur da bignat ?
kemmañCheñchamantoù tommder | Efedoù |
---|---|
+1 °C : | Ekosistem morioù Arktika a zo e dañjer (laboused ha pesked a ya da get peogwir n'o deus ket a-walc'h a voued evit bevañ).
|
+1,5 °C : | Skorneg Greunland a grog da deuziñ.
|
+2 °C : | Echu eo gant ekosistem Arktika: An arzhed gwenn hag ar c'holeoù-mor a ya da get...
|
+2-3 °C : | Koadeier Amazonia, plantoù, gwez a ya da get.
|
+3 °C : | Milionoù a dud a zo tizhet gant dourioù-beuz naturel ha gwalleurioù all. Kleñvedoù evel ar paludism a zo muioc'h-muiañ anezho.
|
+4 °C-5 °C : | Kondisionoù klimatek pennañ (siklonoù, avel yen-tre) a stok alies-tre an eostoù e rannvroioù'zo. Milionoù a dud a eo o vervel gant an naon.
|
Un nebeud sifroù:
E 2007 eo savet niver an dud marv abalamour da wallzarvoudoù naturel da 7 000 marv.
Ar pevare bro e-lec'h ma'z eus bet ar muiañ a dud marv eo an Izelvroioù gant 1 000 a dud marv gant ar maread-gor e miz Gouere. E pempvet plas e vez adkavet Belgia gant ouzhpenn 600 marv abalamour d'ar maread-gor ivez. En 8vet plas emañ Ukrainia e lec'h ma'z eus bet 800 den a zo marvet diwar-goust ur skoulad yenien. En holl ez eus bet 395 darvoud naturel, en o zouez 226 dour-beuz. Bez' ez eus bet 21 000 marv abalamour da wallzarvoudoù naturel. 134 000000 a dud tapet gant gwallzarvoudoù naturel. 19 000 000 000 a zollaroù dispignet evit adober ar pezh oa bet distrujet.
Ar c'hoadeier gleb ha trovanel diwezhañ a c'hellfe bezañ distrujet a-benn 40 vloaz.
An dud a implij dija 50% eus an dour mat da evañ. A-benn 2050 e c'hallo ar sifr-mañ mont betek 70%.
Er bloavezhioù 2080 e c'hallfe 88 million a dud a c'hellfe gwelet o ziez tapet gant an dour beuz.
Ar beveziñ nerzhus er bed a c'hellfe kreskiñ eus ouzhpenn 50% a-benn 2050.
Tost d'un drederenn eus ar spesadoù loenel ha plantel (ur milion) a c'hellfe mont da get a-benn 2050 abalamour d'ar cheñchamantoù klimatek.
Erc'h peurbadel ar C'hilimandjaro a c'hellfe bezañ teuzet a-benn 2050. Teuzet en deus eus ouzhpenn 80% abaoe 1912, ar bloaziad eus ar c'hentañ sevel kartennoù.
A-benn 2030 e vo liesaet an niver a otoioù dre zaou.
Dre ma pign temperadur an douar e teuz ar skornegoù abuanoc'h-buanañ. Ma ne vez graet netra a-benn 2100 e vo teuzet kazimant tout ar skornegoù. Skornegoù an Alpoù ne baouezont ket da deuziñ, pa ne vo ket ken a skorneg neuze e vo nebeutoc'h a stêrioù, pelec'h ez aimp da gemer dour mat da evañ ? Ret e vo deomp mont da gerc'hat anezhañ er mor ha lakaat anezhañ da zont da vezañ mat da evañ, ni hon-unan, hag ouzhpenn-se e kousto ker. Ma ne vez ket digresket ar CO2 skarzhet ganeomp e vo kondaonet ar skornegi…
Petra ober neuze ?
kemmañ- Ret eo kemer kentoc'h ar marc'h-houarn pe vont war droad evit mont e lec'hioù tost. Evit al lec'hioù pell eo gwelloc'h kemer an tren pe ar bus.
- Ober an tri selektel. Lakaat d'un tu ar c'hartoñs, ar paper, ar plastik, ar metal …
- Lazhañ an tele pe an urzhiater pa n'emaoc'h ket oc'h implijout anezhañ.
- Implij energiezhioù adimplijus.
- Implij nebeutoc'h a energiezh.
Filmoù ha levrioù
kemmañBez ez eus filmoù a zo deuet er maez evit lakaat en dud da gaout o ali ha da enebiñ a-enep tommadur an douar: Le jour d'après a zo un istor o paseal e New-york ha ez eus gwall-zarvoudoù naturel enno, e keit-se emañ un den o klask e vugel e ker New-York. Bez ez eus filmoù all evel Une vérité qui dérange, Home, réchauffement climatique o komz eus ar memes sujet. Bez ez eus ivez leun a levrioù.
Arroudenn
kemmañ« Ma'z afe ar gwenan da get n'en defe mab-den nemet 4 bloaz dirazañ. Hep ar gwenan, n'eus ket mui a bolen, nag a blantoù, nag a loened, nag eus mab-den. »
- Diwar Albert Einstein (sañset).
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Direizhder : an diforc'h pozitivel pe negativel talvoudegezhioù un elfenn meteorologel da geñver e geidenn