Tommelise zo ur gontadenn danek gant Hans Christian Andersen (1805–1875). En em gavout a ra gant tousegi, c'hwiled-derv, ha gozed, ha kavout a ra ur priñs a-vent ganti.

Tommelise
Vilhelm Pedersen (1820-1859)
Poucette, gant al livour breizhat Yan' Dargent.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra an anv Tomelise eus ar ger danek tommel, meud. Evit an anv Maia, roet dezhi e fin ar gontadenn, a deu eus ar romant danek En Hverdags-Historie, gant Thomasine Gyllembourg, e 1828.

Yezhoù all

kemmañ
  • Mignolina, en italianeg
  • Patufeta, e katalaneg
  • Poucette, e galleg, diwar pouce, meud
  • Polegarzinha, e portugaleg, diwar polegar, meud
  • Pulgarcita, e spagnoleg, diwar pulgar, meud. A-wechoù Almendrita
  • Thumbelina, e saozneg, diwar thumb, meud

Kentañ ma voe embannet a voe en ul levrig gant an embannadurioù C. A. Reitzel d'ar 16 a viz Kerzu 1835 e Kopenhagen e Danmark, war un dro gant div gontadenn all.

Ar gontadenn

kemmañ
 
La Petite Poucette, Skritell gant Louis-Maurice Boutet de Monvel (1891).
 

Ur vaouez a bed Doue da gaout ur bugel. Klevet eo gant ur sorserez, hag a zegas ur c'hreunenn dezhi. Hag ar vaouez d'he lakaat en douar. Dont a ra ur vleunienn, hag enni ur plac'hig, a voe anvet "Meudezig.

Un noz e teuas un touseg dre ar prenestr hag a dapas bugel ha kavell hag a gasas anezho d'ar c'heun...

Arouez

kemmañ
 
Tommelise hag ar wennili, gant Mykola Mourachko.

Arouez ar vent a gaver e meur a gontadenn: Meudig, Tom Thumb, Perig ar Meud, Gulliver gant Jonathan Swift, pe Meister Flak gant E.T.A. Hoffmann. El levr Alis e Bro ar Marzhoù ivez e teu Alis da vezañ bihanik goude evañ ur vuredad.

Embannadurioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  • Skrid divyezhek spagnolek ha danek : [1].

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1