• Ur bajenn Aran zo ivez.

Traoñienn Aran (Val d'Aran anv ofisiel okitanek, Vall d'Aran e katalaneg, Valle de Arán e spagnoleg) zo un draoñienn er Pireneoù a zo stag ouzh Spagn, e korn gwalarn Katalonia ar C'hreisteiz. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr Garona.

Traoñienn Aran
Banniel Skoed


  • ██ Vall d'Aran e Katalonia
  • Unan eus traoñiennoù uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo tremen 2 000 metr a-us ar mor), ha bez' ez eo an tamm nemetañ eus Katalonia ar C'hreisteiz a zo war gostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar Meurvor Atlantel.

    Troc’het eo diouzh ar peurrest eus Stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar Maladeta. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad Franco, e 1948, hag e 2007 e voe digoret unan nevez en e lec’h. Alies e vez stanket an ode gant an erc'h er goañv. Abalamour da se ez eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.

    Unan eus komarkoù Katalonia eo Vall d'Aran, kelc’hiet gant Stad Frañs en hanternoz, proviñs spagnol Aragon er mervent, ha comarques katalan Alta Ribagorça ha Pallars Sobirà er c’hreisteiz hag er reter. Da 10 175 a dud e save poblañs an draoñienn e 2020. Vielha e Mijaran eo kêr-benn an tolead.

    E Traoñienn Aran e vez kaozeet araneg, a zo ur rannyezh okitanek. Un doare gwaskoneg eo, gant e zoare-skrivañ dezhañ. Yezh ofisiel an draoñienn eo an okitaneg, asambles gant ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg. Holl anvioù-lec’h ar vro vihan zo en okitaneg hepken war ar panelloù (da skouer Vielha ha n’eo ket Viella evel ma vije skrivet e katalaneg hag e spagnoleg). Kelennet e vez araneg en holl skolioù abaoe 1984.

    Er Grennamzer e oa stag parrezioù Traoñienn Aran ouzh eskopti Sent Bertran de Comenge, a zo ur gêr un tamm pelloc’h en hanternoz ha bremañ er Stad c’hall. Ul lodenn eus an eskopti-se e chomas an draoñienn betek 1802. Met er Grennamzer ivez e oa an draoñienn e dalc’h aotrouien eus an diavaez, a-bep-eil konted Bigorra, konted Comenge, konted eus Katalonia pe rouaned Aragon. Meur a wech e voe staget ouzh kurunenn Aragon (e 1067, e 1312...). E 1512 e voe adstaget da vat ouzh rouantelezh Aragon, a oa neuze un tamm eus rouantelezh nevez Spagn.

    Aloubet e voe an draoñienn gant ar C’hallaoued adalek 1808 betek 1815 hag un tamm eus an departamant Haute-Garonne e voe neuze (arondisamant Sent Gaudenç).

    E dibenn renad Francisco Franco e voe adsavet ensavadurioù emren an draoñienn. D’ar 26 a viz Gouere 1979 en em vodas dilennidi ha pennadurezhioù ar vro da grouiñ ar Bodad evit adsevel ensavadurioù istorel Traoñienn Aran.

    Kuzul meur Aran (Conselh Generau d'Aran en araneg) eo ar c’huzul dilennet karget da ren aferioù an draoñienn. Savet e oa bet e 1991 ha 13 ezel zo ennañ. Abaoe 1991 e vez lidet Devezh ar vro, bep bloaz, d'ar 17 a viz Mezheven, e koun an dilennadeg kentañ a oa bet evit ar c'huzul-se d'ar 17 a viz Mezheven er bloaz-se.

    Hiziv an deiz ez eo deuet an touristerezh da vezañ ur gennad a bouez bras e buhez an draoñienn.


    Levrlennadur

    kemmañ
    • Une vallée frontière dans le Grand Siècle. Le Val d'Aran entre deux monarchies, Patrice Poujade, PyréGraph, 1998, ISBN 2-908723-24-7.

    Liammoù diavaez

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

      NODES
    Note 1