Trecŵn (skrivet Trecwn e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e norzh Sir Benfro. Emañ er c'hreisteiz da gêr Abergwaun, e kumuniezh Scleddau[1].

Tiez nevez e Trecŵn.

Bet e voe ar prezeger protestant John Wesley (1703-1791) o chom e Trecŵn e-pad ur pennad. Etre 1938 ha 1995 e oa er gêriadenn ur c'hamp eus an arme ma veze dastumet pourvezioù brezel. E 1995 e oa bet serret an dastumlec'h-se.

E 2001 e oa 359 a dud o chom e Trecŵn.

Notennoù

kemmañ
  NODES
Note 2