Tristan (haroz)

(Adkaset eus Tristan hag Izold)
Ur pennad Tristan zo ivez.

Tristan (Trystan e kembraeg, Tristram e Le Morte Darthur, Drustanus e latin) eo an haroz a weler e mojenn Tristan hag Izold, unan eus ar mojennoù a ya d'ober Danvez Breizh ha mojenn ar Roue Arzhur. Ur marc'heg eus Kernev-Veur eo, niz d'ar roue Marc'h, daoust ma kreder e c'hallfe bezañ un anv eus an Hanternoz kozh[1]. Unan eus Marc'heien an Daol Grenn eo Tristan.
Krediñ a reer e c'hall an anv tristan dont eus Drustanus, latinekadur an anv pikt Drest pe Drust. Rouantelezh Tristan, Lyonesse, a c'hallfe bezañ Lothian.

Tristan hag Izold, livet gant Herbert James Draper
(1864 -1920).

En em gannañ a ra gant ar Morholt, ur ramz kevrinus. Goude ez a da Iwerzhon da c'houlenn dorn merc'h roue Iwerzhon, Izold, evit e eontr Marc'h. Dre walleur e tichañs dezhañ evañ ur c'hwistantin hag a ra dezhañ orgediñ ouzh Izold, danvez pried yaouank ar roue kozh.
Mervel a ra gant ar glac'har o krediñ eo bet dilezet gant e vuiañ-karet.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ


  NODES
Note 2