Tuniz
Tuniz (تونس, Tūnis en arabeg, Tunes e tamazigh) eo kêr-benn Tunizia hag ar gêr vrasañ er vro-se. 638 845 a dud a zo o chom enni hervez niveradeg 2014, hag ouzhpenn 2 643 000 e "Tuniz Veur", ar meurgêr hag en em zispleg war peder gournelezh, da lâret eo 14% eus poblañs ar vro. Aze emañ kalon buhez armerzhel, kenwerzhel, politikel, melesdraturel ha sevenadurel ar vro.
E norzh ar vro emañ ar gêr, e foñs pleg-mor Tuniz disrannet anezhi dioutañ gant ul loc'h anvet Lenn Tuniz. Enskrivet eo ar Medina, ar c'harter kozh, war Glad bedel an Unesco.
Istor
kemmañUn dra anavezet eo e oa diouzh Tuniz e deroù ar IVvet kantved araok JK. Ur gêriadenn ne oa ken tra ma oa Kartada ur gêr c'halloudus, ha goude-se Kairouan ha Medhia. E 1159 e voe lakaet da gêr-benn gant an Almohaded avat, ar pezh a voe kadarnaet gant Tierniezh an Asfided e 1228, ha pa voe Tunizia dizalc'h eus Bro-C'hall e 1956.
Ar gwarezveli c'hall
kemmañDesezet e voe Gwarezveli Bro-C'hall war ar vro e 1881. En em zisplegañ a reas ar gêr fonnus rak e teuas annezidi nevez ha e voe graet labourioù bras a bep seurt : dour, gaz naturel, tredan, treuzdougen foran, aveadurioù sokial. Lakaet e voe e pleustr un armerzh trevannel. Kalz Bretoned a zivroas eno.
E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe fuzuilhet ur soudard breizhat e Tuniz gant al lu gall d'an 21 a viz Here 1915.
Tunizia dizalc'h
kemmañGoude an dizalc'hiezh e voe kadarnaet Tuniz evel kêr-benn ar vro, dre e voe resisaet gant ar vonreizh e rank ar Vodadenn Vroadel hag ar Prezidant bezañ e Tuniz pe en he bannlev. Goude emglevioù Camp David e 1979 etre Ejipt hag Israel e teuas da vezañ sez Kevre ar Stadoù Arab, ha kement-se betek 1990.
Tud
kemmañTud ganet eno
kemmañ- Ibn Khaldun (1332–1406), diaraoger eus ar sokiologiezh
- Albert Memmi (ganet e 1920), skrivagner ha sokiologour
- Fouad Mebazaa (ganet e 1933), politikour, bet prezidant ar vro e 2011
- Georges Wolinski (1934–2015), goaptresour gall
- Claudia Cardinale (ganet e 1938), aktourez italian
- Bertrand Delanoë (ganet e 1950), maer Pariz etre 2001 ha 2014
- Marc Gicquel (ganet e 1977), c'hoarier tennis breizhat
Tud marvet eno
kemmañ- Édouard Nowé, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1888 e Sant-Servan, soudard er 5et batailhon kerzhet troadeien skañv, fuzuilhet d'an 21 a viz Here 1915 gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ evit «muntr, ha klask muntrañ»[1]
Gevelliñ
kemmañSinet eo bet kalz emglevioù kenober ha gevelliñ gant kêr Duniz[2] :
|
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Kenober etrebroadel kêr Duniz.