Urk (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. An hini vihanañ hag an hini goshañ eo ivez e Flevoland. Meneg kentañ an anv Urk a voe en Xvet kantved. D'ar mare-se e oa Urk un enezenn war lenn Almere. En XIIIvet kantved e teuas Almere da vezañ Zuiderzee (betek 1932) ha goude-se IJsselmeer. Pa voe dizouret penn-da-benn Noordoostpolder e 1939 ha staget Urk ouzh Lemmer ne voe ket mui Urk un enezenn. Diwar anv ar gêr bet anvet ar bladenn live Urk gant Nits (1989) hag un teulfilm anvet Urk ivez, sevenet gant Andrew Berends (2003).

Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Urk

Lec’hiadur e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù
Proviñs Flevoland Flevoland
Kod post 8320-8324
Maer Jaap Kroon (CDA)
Gorread 109,90 km²
douar 11,52 km²
dour 98,38 km2
Hed 5° 36' .." Reter
Led 52° 39' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 18 161 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad (01.2009)
Stankter 1576 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.urk.nl/

Istor / Aotrouniezh Urk hag Emmeloord

kemmañ

Meneg kentañ an anv "Urk" a gaver en un testeni roidigezh bet savet e 966 gant an impalaer roman german Otton Iañ e kouent sant-Pantaleon e Köln, ma lenner : cuiisdam insulae medietatem in Almere, que Urch vocatur (un enezenn e-kreiz an Almere, hag a zo anvet Urch).
Ar familh van Kuinre a voe perc'henn war aotrouniezh Urk hag Emmeloord betek 1475. Etre 1475 ha 1614 ez eo ar familh Zoudenbalch eus Utrecht a gemeras he flas. Etre 1614 ha 1660 e voe ar re Jonkheer van de Werve (ur familh a-bouez eus Antwerpen).
Etre 1660 ha 1792 Urk hag Emmeloord a voe e kumun Amsterdam.
Eus 1792 betek 1950 e voe Urk e proviñs Noord-Holland. Goude-se e voe staget ouzh proviñs Overijssel, a-raok bezañ lakaet e proviñs Flevoland e 1986.

Goude an Eil Brezel-bed e voe kresket Urk war ar polder. Noordoostpolder a voe anvet ivez Urker Land pa voe krouet. Sed orin anv ar gazetenn Het Urkerland a vez embannet en Urk.

Dre un dekred gant ar roue e voe roet he skoed da d'ar 26 a viz Du 1819. E 1965 e voe krouet banniel Urk.

Armerzh

kemmañ

War ar peskerezh eo diazezet armerzh Urk. Abaoe m'eo bet krouet an Ijsselmeer ez a pesketaerien Urk betek Mor an Hanternoz. En Urk ez eus un delwenn d'ar besketaerien marvet abalamour d'o micher, lesanvet eo Urker vrouw (maouez Urk).

Politikerezh

kemmañ

E 2006 e oa 17 dileuriad e kuzul-kêr Urk, ha meret e oa dre ur genunaniezh CU-CDA.

Rannyezh

kemmañ

En Urk ez eus ur rannyezh kozh ha distag diouzh an nederlandeg. Implijet e vez stank gant an dud. Gant yezhourien zo ez eo bet savet familh rannyezhoù Urk, an urkeg eo ar yezh nemeti a zo enni[1]. En urkeg ez eus muioc'h a vogalennoù evit e nederlandeg, ha pep vogalenn he deus ur stumm berr ha hir.

Mojenn an Ommelebommelestien

kemmañ

En Urk ez eus ur vojenn diwar-benn orin ar babigoù. Er vojenn-se e vez graet anv eus ur roc'h bras a gaver tregont metrad ac'hann da Urk. Anvet eo ar roc'h-se Ommelebommelestien.

Tud vrudet

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Wilbert Jan Heeringa : Measuring dialect pronunciation differences using Levenshtein distance Skol-veur Groningen

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
  NODES
Note 3