Utrecht (kêr)
Utrecht (distagadur nederlandek /ˈytrɛxt/) zo ur gêr e-kreiz an Izelvroioù, kêr-benn proviñs Utrecht. Unan eus kêrioù pobletañ an Izelvroioù eo (270 243 a annezidi e 2004).
Kumun en Izelvroioù | |||||
---|---|---|---|---|---|
Utrecht | |||||
| |||||
Lec’hiadur e proviñs Utrecht hag en Izelvroioù | |||||
Proviñs | Utrecht | ||||
Kod post | 3500-3585 | ||||
Maer | Jan van Zaanen (VVD) | ||||
Gorread | 99,32 km² | ||||
douar | 95,67 km² | ||||
dour | 3,64 km2 | ||||
Hed | 5° 7' 10" Reter | ||||
Led | 52° 05' 36" Norzh | ||||
Poblañs | 300 030 (12.01.2009) | ||||
Piramidenn hervez an oad (01.2009) | |||||
Stankter | 3068 ann./km² | ||||
Lec'hienn ar gumun | www.utrecht.nl/ |
E 1579 e voe sinet eno un emglev anvet Unaniezh Utrecht (Unie van Utrecht e nederlandeg) etre dileuridi eus seizh proviñs d’o unaniñ a-enep galloud Spagn. Sellout a reer an emglev-se evel diazez Republik ar Seizh Izelvro Unanet.
E 1713 e voe sinet eno Feur-emglev Utrecht, a lakaas fin da Vrezel Hêrezh Spagn.
E 1843 e voe digoret ul linenn hent-houarn etre Utrecht hag Amsterdam, hag abaoe emañ Utrecht e-kreiz rouedad al linennoù hent-houarn en Izelvroioù. Eno emañ burevioù kreiz ar gompagnunezh hent-houarn Nederlandse Spoorwegen.
Liammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |