Vanity Fair (romant)

romant

Vanity Fair pe Vanity Fair: A Novel without a Hero, zo ur romant saoznek gant William Makepeace Thackeray, embannet a dammoù er mizieg Punch etre 1846 ha 1847 hag e stumm ul levr e 1848. Ennañ e heulier buhez div vaouez Becky Sharp hag Amelia Sedley, e-touez tud ha mignoned. Un oberenn glasel eo deuet da vout ma weler kevredigezh deroù an XXvet kantved hag an oberour o tispakañ e vennozhioù.
E 2003 e oa meneget Vanity Fair er roll The Big Read aozet gant ar BBC.

Gollo diabarzh Vanity Fair

Dont a ra an anv eus ur gontadenn gant John Bunyan, The Pilgrim's Progress, embannet en 1678 ha brudet c 'hoazh en amzer Thackeray. Ennañ, Vanity Fair (Foar ar Fougas) a zo dave d'un ehanlec'h war hent ar pirc'hirin : ur foar a zo en ur gêr anvet « Vanity », skeudenn ar pec'hed a ra an dud stag ouzh madoù ar bed-mañ.

  NODES
Note 1