Ar Veda pe ar Vedaoù (ved en hindi ha veda e sañskriteg) a c'hoarvez eus ur stroll testennoù relijiel, anezho sichenn ar vedegezh hag an hindouegezh.

Kar eo ar ger veda d'ar wrizienn vrezhonek gouez- (gouzout). Gouezoniezh eo ster ar ger veda.

Graet e vez veda ivez eus testennoù all, da skouer : ar sthāpatya-veda (gouezoniezh an diazezañ) a zo anezhañ an tisavouriezh pe an adeiladiñ ; an Āyur-veda (gouezoniezh an hirhoal) a zo anezhañ ar medisinerezh. Met pa ne vez ket resisaet e talv ar Veda kement hag ar Ouezoniezh hec'h-unan. Ar śruti eo ar Veda-se. Dont a ra ar ger śruti eus ar wrizienn sañskritek ŚRU (klevet) a zo kar d'ar brezhoneg KLEV. Hervez an hengoun vedek e vez graet śruti eus an testennoù a zo bet "klevet" gant richied ha treuzfurmet e sonioù ganto. Lakaet e vez kemm etre ar śruti a zo bet diskuilhet d'ar richied, hag ar smrti a zo bet eztaolet gant mistri zenel.

Ar vedaoù a zo enno ar meulganoù, al lidoù hag ar mantraoù. Kontañ a reer 4 veda: ar Rg-veda, ar Yajur-veda, ar Sāma-veda hag an Atharva-veda.

  • Ar Rg-veda (Gouezoniezh ar rannoù) eo an hini koshañ. Savet e vefe bet war-dro 1500 kent Jezuz Krist.
  • Ar Yajur-Veda (Gouezoniezh formulennoù an aberzhioù) a zo bet dalc'het muioc'h eget ar re all peogwir e veze implijet er yajña-où, lidoù diazez ar vedegezh.
  • Ar Sāma-veda (Gouezoniezh ar sonioù heson). N'eus anezhañ nemet meulganoù (eus ar Rg-veda peurvuiañ) bet azasaet evit bezañ kanet.

An tri veda kentañ a vez graet anezho trayī vidyā: "ar ouezoniezh tripl".

  • An Atharva-veda (Gouezoniezh Atharvan) a zo izeloc'h e live. E-kichen ar meulganoù amprestet digant an tri all ez eus ennañ meulganoù hud dreistholl: strobinelloù karantez pe evit diwall diouzh enebourien a bep seurt.
  NODES
Note 1
os 2