Volkspartij voor Vrijheid en Democratie

strollad politikel izelvroat

Ar Volkspartij voor Vrijheid en Democratie (VVD, "Strollad Poblek evit ar Frankiz hag an Demokratelezh") zo ur gostezenn bolitikel izelvroat eus an tu-dehoù. Sevel a ra a-du gant ar berc'henniezh prevez, ar frankiz hiniennel hag ekonomiezh ar frankeskemm.

Savet e voe ar strollad e 1948 war diazezoù meur a gostezenn a oa er vro a-raok ar brezel. Disklêriañ a ra ar strollad ivez ez eo hêr da vennozhioù Johan Thorbecke, ur politiker izelvroat a bouez a gempennas, koulz lavaret e-unan, bonreizh an Izelvroioù e 1848.

Ar Volkspartij voor Vrijheid en Democratie zo bet er galloud meur a wech abaoe an Eil Brezel-bed, asambles gant kostezennoù all, hag en tu-enep eo bet ivez eus 1952 da 1959, eus 1972 da 1977, eus 1981 fa 1982, eus 1989 da 1994 hag eus 2006 da 2010. E miz Here 2010 e oa deuet Mark Rutte, penn ar strollad, da vezañ kentañ Ministr an Izelvroioù.

E Parlamant Europa emañ dilennidi ar VVD e-barzh Emglev al Liberaled hag an Demokrated evit Europa.

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1