WikiLeaks (eus ar saozneg wiki, mui liester ar ger leak, eus ar verb to leak berañ, diskuliañ) a zo un aozadur kelaouiñ, digor met diogelet, hep pal kenwerzhel hag ul lec'hienn, bet roet lañs dezhi e miz Kerzu ar bloaz 2006, kaset war-raok gant "The Sunshine Press". Diazezet eo bet gant Julian Assange e 2006. Hervez an aozadur e oa bet tapet gantañ kaout 1.2 milion a deulioù en e ziaz dindan bloaz.

WikiLeaks

Statud Aozadur etrebroadel
Pal Sacher evezh
Lugan We open governments[n 1]

Diazezet 4 Here 2006
Diazezer Julian Assange
Lec'h Banniel Aostralia Aostralia
Perc'henn Sunshine Press Prod
Yezh Saozneg
Savenn Android
Meziant MediaWiki
Stad Oberiant (2024)
Lec'hienn wikileaks.org

  1. "Digeriñ gouarnamantoù a reomp."

Embann a ra al lec'hienn dielloù kuzh deuet a-berzh titourerien hag a chom dianav, war zanvezioù a denn da bolitikerezh ar renadoù gwasker eus Azia, en Afrika, er Reter-Kreiz, an URSS kozh, met ivez eus ar Stadoù-Unanet. Savet e vije bet da gentañ, hervez an aozadur, gant disrannidi bolitikel eus Republik Pobl Sina.

Bec'h da WikiLeaks

kemmañ

E dibenn miz Du 2010 e oa bet embannet gant Wikileaks un toullad skridoù diplomatel o tont eus servijoù ar Stadoù Unanet. Embannet e voe an dielloù-se gant kazetennoù evel El País (Spagn), Le Monde (Bro-C'hall), Der Spiegel (Alamagn), The Guardian (Bro-Saoz), ha The New York Times (Stadoù Unanet Amerika). En dielloù-se e lenned titouroù personel hag ar pezh a soñje servijoù diplomatel Stadoù Unanet Amerika war pennoù stadoù zo ha kargidi uhel en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Kaoz a voe neuze e kazetennoù zo (Le Figaro) ez ae WikiLeaks re bell gant dispakañ ar wirionez d'an dud, ha serret e voe al lec'hienn e Bro-C'hall, evel ma vez serret lec'hiennoù kelaouiñ e Sina gant an diktatourien.

Diskuliadennoù diwar-benn Bro-C'hall ha Breizh

kemmañ

En unan eus ar skridoù dilomatel savet gant servijoù er Stadoù-Unanet ez eus kaoz eus ar pezh a vije bet lavaret gant Michel Rocard e 2005: «Rocard, like former president Valery Giscard d'Estaing, believes that French history provides the keys for understanding French politics and France's policies. Rocard's point of departure is France's emergence as a nation-state. The history of other European nation-states is that of linguistic communities serving their trade needs. France created itself by destroying five cultures -- Breton, Occitan, Alsatian, Corsican, and Flemish. "We are the only European nation which is the military creation of a non-homogeneous State. This makes France difficult to govern to this day. This explains our difficulty in reforming, our slowness," he said.»[1]

Julian Assange

kemmañ
 
Julian Assange e 2014

Abalamour d’e labour evit Wikileaks en deus ranket Julian Assange klask repu e kannati Ecuador etre 2012 ha 2019. War-lerc’h eo bet bac’het er Rouantelezh-Unanet betek miz Even 2024, ma voe tizhet un emglev gant justis ar Stadoù-Unanet: en eskemm da anzav bezañ kablus e voe kondaonet da bemp bloaz en toull-bac’h, ur badelezh tremenet dija er Rouantelezh-Unanet; neuze e voe dieubet[2].

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  NODES
Note 1