Yahya Abdul-Azziz Jemus Junkung Jammeh (ganet d'ar 25 a viz Mae 1965) zo ur soudard (koronal), ur politikour gambiat ha prezidant ar vro abaoe 1994-2017. Lakaet e voe e penn ar Stad da heul taol-Stad an 22 a viz Gouere 1994 a zistroadas Dawda Jawara. Goude-se e voe dilennet e 1996, e 2001, e 2006 hag e 2011. En em lesanvout a rae e-unan "His Excellency Sheikh Professor Alhaji Dr. Yahya A.J.J. Jammeh Babili Mansa"

Yahya Jammeh
Ar c'horonal Yahya Jammeh gant e wreg Zeinab Jammeh degemeret en Ti-Gwenn gant ar prezidant Barack Obama hag ar first lady Michelle Obama e miz Eost 2014

Heñvelrezidi

kemmañ

Evel darn prezidanted Afrika Yahya Jammeh n'eo ket tomm tamm ebet gant an dud heñvelreizh[1]. D'ar 15 a viz Mae 2008 e tisklêrias Jammeh e ranke an holl heñvelrevidi kuitaat Gambia. Prometet en devoa ivez e vefent krouget holl e Gambia.

Kampagn enep sorserezed

kemmañ

E miz Meurzh 2009 Amnesty International a lakas war-raok e vefe bet tro 1000 Gambiat skrapet gant tud sikouret ha kefridiet gant ar gouarnamant evel "chaseourien sorserezed". An dud-se kefridiet gant talañ ouzh ar sorserien dre ar vro a skrape tud, kase anezho en toullioù-bac'h hag a redie anezho da evañ ampoezon. D'an 21 a viz Mae 2009, an The New York Times a zisklêrias e oa ur c'hampagn enep sorserezed a oa bet lañset gant ar prezidant Yahya Jammeh, a oa kendrec'het don e oa marvet e dintin dre obererezhioù hud.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  NODES
INTERN 1
Note 2