Yeshaia[1], pe Izaia[2] pe Ezai[3], יְשַׁעְיָהוּ en hebreeg, a zo unan eus profeded "vras" an Tanac'h. E anv a dalv kement ha "Doue a ro silvidigezh".

Yeshaia, livadur war goad, oberour dianav, katalanat moarvat, eus ar XVvet kantved.

Ar profed meneget ar muiañ en Testamant Nevez eo, hag an hini a vez lennet an aliesañ el lidoù kristen.

Yeshaia, mab Amos, a zo bet ganet war-dro 765 KJK, moarvat e Jeruzalem. Dre e diegezh e oa eus brientinelezh Rouantelezh Yehouda. un den desket e oa, kustum ouzh ar politikerezh, en darempred gant melestrerezh ar stad, ha marteze eo bet e-unan un den eus sekretouriezh ar roue. "Gouzout a ra mat petra a dremen, ha n'en deus ket aon da gomz kreñv ha dichek"[4]. Kregiñ a reas da brezegenniñ e 740, bloavezh marv ar roue Ouzia (781-740). Kendelc'her a reas da brezeg dindan Yotam (740-736), Ac'haz pe Ahaz (736-716) ha Yehizkia pe Hizkia pe Ec'hiskia (716-687). War-dro 700 KJK e koller roudoù Yeshaia. Hervez un hengoun yuzev e vefe bet merzheriet didan ren Menashe pe Manase[5].

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout Yeshaia : " Hep mar ebet hon eus an Izaia ur skrivagner bras, leun a dan hag a faltazi, unan hag a oar displegañ e soñjoù en ur yezh splann, mentet-kaer, pezh a vez santet zoken en troidigezhioù. Parfeter e yezh hag uhelder e spered a ra anezhañ profed meur an Testamant kozh, hag unan eus skrivagnerien vrasañ lennegezhioù ar bed."

Levr Yeshaia a gaver teir lodenn ennañ. Skrivet e vefe bet al lodenn gentañ gant Yeshaia ha meur a aozer a vefe bet evit eil hag an trede lodenn.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3,1983
  2. Evel e-barzh Levr Izaia, troet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1981.
  3. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 584
  4. Troidigezh Moadez Glanndour, p 7
  5. Troidigezh Maodez Glanndour, p 7
  NODES
Note 1