Brezhoneg

 
Taolennadur miz Meurzh (2).

  Etimologiezh

Amprestet digant al latin dies Martis « deiz an doue Meurzh ».
Meneget er C'hatolikon (meurs).
Da geñveriañ gant ar gerioù Mawrth en kembraeg, Merth en kerneveureg.

  Anv-kadarn

Meurzh /ˈmœrs/ gourel (liester Meurzhioù /ˈmœr.zju/)

  1. Eil deiz ar sizhun hervez ar reolad ISO 8601. Dont a ra goude al Lun hag a-raok ar Merc'her.
  2. Trede miz ar bloaz en deiziadur gregorian, hag hervez ar reolad ISO 8601 ivez. Dont a ra goude miz C'hwevrer hag a-raok miz Mae.

Troioù-lavar

Deiz a-raok :
Lun
Roll an deizioù Deiz war-lerc'h :
Merc'her
Miz a-raok :
C'hwevrer
Mizioù ar bloaz Miz war-lerc'h :
Ebrel

  Anv divoutin 1

 
Ar blanedenn Veurzh. (1)

Meurzh /ˈmœrs/ benel

  1. (steredoniezh/astronomiezh) Pevare planedenn koskoriad an Heol diouzh he lec'h e-keñver an Heol.
    • Meurzh eo ar blanedenn douarheñvel pellañ diouzh an Heol. — (Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan, Koskoriad an Heol, 2006, p. 26.)
    • [...] em eus treset ur Meurzhiad, un den eus ar blanedenn Veurzh. — (Boussin, David, Takata ar Meurzhiad, 1999.)
Merc'her | Gwener | Douar | Meurzh | Yaou | Sadorn | Ouran | Neizhan

  Anv divoutin 2

Meurzh /ˈmœrs/ gourel

  1. Doue roman ar brezel.

Deveradoù

Gerioù heñvelster

Planedenn (1) :

Doue :

Troidigezhioù

Anv ar miz
Anv deiz ar sizhun
Planedenn ha Doue roman

  Gwelet ivez

  NODES
Note 1