Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Mezeg, mezek, mezheg, mezhek


Brezhoneg

  Etimologiezh

Diwar mez (frouezh an derv) hag -eg, a verk ul lec'h ma planter frouezh, gwez, hag all..

  Anv-kadarn

mezeg benel (liester: mezegi).

  1. Lec'h ma'z eus bet plantet mez.
    • Ur vezeg vras.


  Etimologiezh

Amprestet gant an henvrezhoneg digant al latin (medicus).
Kavout a reer ar ger-mañ er C'hatolikon mezec.
Da geñveriañ gant ar gerioù meddyg (en kembraeg) ha medhek (en kerneveureg).
Anavezet evel anv-tiegezh ivez : Le Mezec.

  Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel mezeg
/ˈmeː(z)ek/
mezeien
/meˈ(z)ɛjːɛn/
Benel mezegez
/meˈ(z)eːɡes/
mezegezed
/me(z)eˈɡeːzet/

mezeg /ˈmeː(z)ek/ gourel (liester : mezeien, mezeion)

  1. Den zo e vicher studiañ ha yac'haat ar c'hleñvedoù ha delc'her an dud en o yec'hed

Gerioù heñvelster

Gerioù kar dre o ster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

  NODES