Brezhoneg

  Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (clezeff).
Da geñveriañ gant ar gerioù cleddyf e kembraeg, kledha e kerneveureg, claíomh en iwerzhoneg ha cladio e galianeg.
Deuet eus ar ger keltiek *kladiwos, deveret diwar ar verb *klad-e/o- « kleuzañ » en doe ar verb brezhonek klazañ.
Anavezet evel anv-pluenn Job ar Bayon : Job er Gléan.

Indezeuropeg
Henamzer uhel
Kentkeltiek h.a.
Henamzer
Predeneg h.a.
Krennamzer uhel
Henvrezhoneg h.a.
Krennamzer izel
Krennvrezhoneg h.a.
Amzerioù modern
Brezhoneg h.a.

Yezhoù all
*kelh₂-(en) + *-dʰh₁eti(en) *kladeti(en),
*kladiwos(en),[1]
(*kladeti +‎ *-wos)
*klėðɨβ̃ clezeff klezeñv, kleze
clethe kledha Kerneveureg
cledyf cleddyf, cleddydd Kembraeg
*kladyos
cladio-[2]
Galianeg
claideb claidem claidheamh, claíomh [iwerz.]
claidheamh-mòr [skos.]
(claymore [saoz.])
Gouezeleg
gladius glaive [gall.] Romaneg

  Anv-kadarn

kleze /ˈkleː.ze/ gourel (liester klezeier, klezeioù)

  1. Arm graet e dir peurliesañ, anezhañ ul lavnenn hir, begek hag eeun, troadet gant un dornell.
    • Trifina a dec’has kuit ur mintinvezh asambles gant un nebeud servijerien. Mes Komor a redas var he lerc’h, hag o vezañ he faket e kichenik Gwened, e tibennas anezhi gant un taol kleze. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 751.)
    • — A-raok, kloareg, lavar din-me :
      Na te oar c’hoari ar c’hleze ?
      — Biskoazh kleze n’em eus douget
      C’hoari penn-bazh, lavaran ket.
      — (Markiz Gwerand, er Barzhaz Breizh.)
    • Perc'hen ar c'hleze-ze n'en devoa nemet goulenn evit kaout. GGEO/30
    • Eno, dirak an holl, e voe lazhet a daolioù kleze hag a daolioù kros fuzuilh. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 197.)

Stummoù all

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

  1. Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p205
  2. Jean-Paul Savignac : Dictionnaire Francais Gaulois (2009), p180
  NODES
Note 1
os 8