betek
Brezhoneg
- Diwar an araogenn krennvrezhonek bet (da geñveriañ gant ar c'hembraeg bet), diwar an henvrezhoneg beheit, diwar pe hag heit : « pe hed » hag an dibenn -ek (evel adalek).[1]
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | betek ennon |
U2 | betek ennout |
U3g | betek ennañ |
U3b | betek enni |
L1 | betek ennomp |
L2 | betek ennoc'h |
L3 | betek enno |
D | betek ennor |
betek /beˈtːek/
- Ger a dalvez da verkañ ul lec'h hag a dizher, a c'haller tizhout (en egor)
- Digeri a reaz an or, treuzi a reaz ar porz, mont a reaz betek dor an ti; serret oa. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 165.)
- Neuze ar re-man a reas gwelloc'h : kemeret a rejont eur vag er porz, ha mont ganti beteg al lestr. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 55.)
- — Arsa, Dienez, deomp c'hoaz beteg ar c'hoad-hont, ha gwaz a ze ma na gavomp ti ebet! [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 4.)
- Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goañv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stêr. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Beteg Pariz on bet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 114.)
- Pa welez eur hi o tond beteg da zeuliou az-pez aon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 462.)
- Ar re-ze a dape beteg e ziougazel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 510.)
- Gant e garr, hag eñ tres warnañ da vezañ mat evit ar bern teil, e lakae un hanter-eur da vont betek ar porzh : e Breizh ne vezer morse pell diouzh an aod. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 28.)
- Ha Harry, aet bihan e galon, da ruzañ e votoù betek ar gegin. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 45.)
- Ger a dalvez da verkañ ur mare a dizher, a c'haller tizhout (en amzer)
- [...]; penaus oa chommet en e zy abavoue ar sadorn, beteg al lun da beder heur diouc'h ar pardaëz; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 237.)
- Brema, lezomp Henori da zistrei da oueled ar mor hag he breur d'he gortoz betek antronoz. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 23.)
- Herve ne glevas ken netra, hag e kouskas beteg ar beure. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 115.)
- Da Lom e voe lavaret gant e c'hoarezed e oa gwelloc'h dezhañ chom war yun betek kreisteiz. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 27.)
- En imor vat e oa betek koulz merenn, ha neuze e soñjas e oa poent dic'hourdañ e zivhar. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 8.)
- Chom betek ur poent bennak
- — Setu aze ur c'hi hag ho kaso, hag a chomo ganeoc'h betek kuzh-heol. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 16.)
Troioù-lavar
Stummoù rannyezhel
Gerioù kevrennek
- Araogennoù brezhonek, stag
Roll an daveoù :