Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Brec'h

Brezhoneg

  Etimologiezh

anv-kadarn 1 :
Deuet eus furm benel an anv-gwan keltiek *brikkos « marellek, brizh » (en deus roet brych e kembraeg ha brecc e heniwerzhoneg) a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *bʰreḱ- a gaver er gerioù brehen « lugerniñ » e krennalamaneg-uhel, bhrā́śatē « skediñ » e sañskriteg ha pár-ku-iš « naet, rik » en hittiteg.[1][2] Kar d'ar gerioù brizh ha brezhel.
Da geñveriañ gant ar gerioù brech « dispuilh, brec'h » e kembraeg ha bregh, brygh « dispuilh, brec'h » e kerneveureg.[3]
anv-kadarn 2 :
Amprestet digant al latin brachia. Da geñveriañ gant braich e kembraeg ha bregh e kerneveureg.[3]

  Anv-kadarn 1

brec'h /ˈbrɛːx/ hollek benel

  1. (Kleñvedoniezh) Kleñved-red grevus diwar viruz, heverk dre un derzhienn trec'h, poanioù hag ar burbu a sav diwarnañ penn-da-benn d'ar c'horf a chom roudoù da viken war o lerc'h.
  2. Danvezenn aozet diwar garvevien pe viruzoù lakaet dinoaz, a gontammer ganti gwad an dud evit o gwareziñ diouzh kleñvedoù pegus.
    • Lakaat ar vrec'h.

Gerioù heñvelster

  1. verol vihan
  2. vaksin

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Kleñved-red heverk dre ar burbu
Vaksin

  Gwelet ivez

  • Ar pennad « brec'h » e-barzh Wikipedia  

  Anv-kadarn 2

brec'h /ˈbrɛːx/ benel (daouder : divrec'h, liester : brec'hioù)

  1. (Korfadurezh) Ezel krec'h an den 'zo etre ar skoaz hag an dorn.
  2. Ezel hir ha gwevn an divellkeineged, a dalvez da vlotviled 'zo da santout ha da gregiñ en o freizh.
    • Brec'h ur morgazh.
  3. Milgin.
    • Un tamm sec'hañ d'ar genoù gant brec'h ar roched. — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 49.)

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Ezel krec'h an den
Brec'hell
Milgin

  Gwelet ivez

  • Ar pennad « brec'h » e-barzh Wikipedia  

  Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 78.
  • [2] : J. P. Mallory ha D.Q. Adams (renerien), Encyclopedia of Indo-European Culture, Londrez, Fitzroy Dearborn, 1997, p. 514.
  • [3] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 134.
  NODES