en em soñjal
Brezhoneg
- Diwar ar rannig-emober en em hag ar verb soñjal.
Verb
en em soñjal /Distagadur ?/ verb raganv
- Prederiañ
- Koulskoude, pa 'n em zoñjan, e kav din e oant eet da chom du ze, da gostez Pleuveur. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 482.)
- Ober stamm a raen : an dra-se a sikour ac'hanon da soñjal, d'en em soñjal, ar sonerezh a vir ouzhin. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 32.)
- Distanet e oa gouli e skoaz abaoe ma 'z oa bet louzaouet, met ar boan-benn hen dalc'he dihun hag a harze outañ da en em soñjal war e bouez. — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 84.)
- — [...]. Ur gaozeadennig all a vo etrezomp, pa'z po bet amzer d'en em soñjal ervat ha da zibab e tu piv emaoc'h. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 234.)