fae
Brezhoneg
- Anv-kadarn : Eus ar gerioù krennvrezhonek fae ha foi, kar d'ar ger kembraek ffei (« foei ! »), da geñveriañ gant ar gerioù fi e galleg, fie e saozneg, pfui en alamaneg, hag all. Trouzadell an dismegañs. Gwelet fec'h[1].
- Furm verb : eus pae gant ur c'hemmadur dre c'hwezhañ (p > f)
Anv-kadarn
fae /ˈfɛː/ hollek gourel
- Dismegañs
- Abalamour da-ze e lavaraz d'ezhañ, evel dre fae : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 151.)
- Pebez vad a rea dign fenoz ar pennad goulou koar-ze, deuet ganen divar fae, hag heb gouzout perag, euz a goat Kermenguy ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 51.)
- Fae ha rogoni a oa war e vourrennoù, ken na flaerie ! — (Youenn Drezen, Skol louarn Veig Trebern, eil lodenn, Al Liamm, 1973, p. 20.)
- Hogen, enebiezh, fae pe gengarantez, petra 'rae an dra-se dezhañ gant ma vefe laosket d'ober diouzh e vicher evel m'eo dleet ! — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 101-102.)
- Lavarit dezhañ kenavo, gant ho kalon, ha nann gant fae, diwar beg ho teod. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 73.)
- — N' am eus ket lammet c'hoazh, a lavaras Lan Ofret gant fae. Gortozit ma rin ul lamm dañvad evel ar re all. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 93.)
- ober fae
- Bezañ fae gant unan bennak ober un dra bennak : na deurvezout ober an dra-se.
- Sant Kado ! fae eo gantañ sellet ouzh goulioù an dud klañv. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 134.)
- Fae eo ganin respont dezhañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 190.)
- Fae eo ganin klevet ac'hanoc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 156.)
- Fae a (e?) vefe ganin ober se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 156.)
- Fae a (e?) vefe darempredién ar sort-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 156.)
- Gaid a oa fae ganti ober an traoù dre hanter. — (Jakez Riou, Lizer an hini maro, Emgleo Sant Iltud, 1925, p. 31.)
Troienn
- diwar fae
- dre fae
Deveradoù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | pae |
dre vlotaat | bae |
dre c'hwezhañ | fae |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
fae /ˈf̬ɛː/
- Furm kemmet ar verb paeañ pe paeiñ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
- War-lerc'h ar raganv-gour renet am, da skouer :